Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 21:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

25 Ne voe bet den ebet evel Akab, a voe en em werzhet d'ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, bountet gant Jezabel e wreg,

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 21:25
26 Referencias Cruzadas  

Omri a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, muioc'h eget an holl re a oa bet a-raok dezhañ.


Hag e respontas: Ne'm eus ket trubuilhet Israel, met te eo ha ti da dad, dre ma hoc'h eus dilezet gourc'hemennoù an AOTROU, ha ma'z out aet war-lerc'h ar Baaloù.


rak pa zistrujas Jezabel profeded an AOTROU, Abdia a gemeras kant profed hag o c'huzhas, hanter-kant en ur c'hev hag hanter-kant en unan all, hag o magas gant bara ha dour.


Jezabel a gasas ur c'hannad etrezek Elia, da lavarout dezhañ: Ra raio an doueoù din hervez o brasañ rustoni, ma ne lakaan ket da ene warc'hoazh d'an eur-mañ evel ene unan anezho.


Akab a lavaras da Elia: Ha va c'havet ec'h eus, va enebour? Hag e respontas: Da gavet em eus, dre ma'z out en em werzhet evit ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU.


Neuze Jezabel e wreg a lavaras dezhañ: Ha te eo bremañ an hini a ren war Israel? Sav, debr ha ra laouenaio da galon! Me a roio dit gwinienn Nabod eus Jizreel.


Er seitekvet bloaz eus Jozafad roue Juda, e teuas Akazia mab Akab da roue war Israel e Samaria. Ren a reas daou vloaz war Israel.


Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, hag e kerzhas en hent e dad, hag en hent e vamm, hag en hent Jeroboam mab Nebad, en doa lakaet Israel da bec'hiñ.


Lakaet o doa o mibien hag o merc'hed da dremen dre an tan. En em roet e oant d'an divinerezh ha d'an achanterezh, hag en em werzhet d'ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU evit e gounnariñ.


A-raok dezhañ ne oa bet roue ebet heñvel outañ, troet etrezek an AOTROU eus e holl galon, eus e holl ene, hag eus e holl nerzh, hervez holl lezenn Moizez. Ha war e lerc'h, n'eus ket bet savet hini heñvel outañ.


Kerkent ha ma welas Jehu, Joram a lavaras: Evit ar peoc'h eo? Jehu a respontas: Peseurt peoc'h, e-pad m'eo o c'hastaouiñ Jezabel da vamm, gant he strobinelloù e niver ken bras?


O vezañ aet e-barzh, e tebras hag ec'h evas, hag e lavaras: Kit da welout bremañ ar villigadenn-se, ha sebeilhit-hi, rak merc'h ur roue eo.


Ha n'eo ket e kement-se e pec'has Salomon roue Israel? E-touez broadoù niverus n'eus ket bet ur roue eveltañ, karet e oa gant e Zoue, ha Doue en doa e lakaet da roue war Israel holl, ha koulskoude ar gwragez estren a reas dezhañ pec'hiñ.


Ne gemeri eus e verc'hed evit da vibien, gant aon e verc'hed, oc'h en em reiñ d'ar gasterezh gant o doueoù, na lakaint da vibien d'en em reiñ d'ar gasterezh gant o doueoù.


Genoù an divaeziadezed a zo ur poull don, an hini disprizet gant an AOTROU a gouezho ennañ.


Ha kavet em eus c'hwervoc'h eget ar marv: ar vaouez ma'z eo he c'halon ur roued hag ul las, hag he daouarn ereoù. An hini a zo kavet mat gant Doue a dec'ho diganti, met ar pec'her a vo paket ganti.


Evel-henn e komz an AOTROU: Pelec'h emañ ar skrid a dorr-dimeziñ eus ho mamm, am eus kaset kuit anezhi drezañ? Piv eo an hini eus va c'hredourien am eus gwerzhet ac'hanoc'h dezhañ? Setu, en abeg d'ho pec'hedoù ez oc'h bet gwerzhet, en abeg d'ho mankoù eo bet kaset kuit ho mamm.


Evel-henn e komz an AOTROU: Gwerzhet oc'h bet evit netra, hep arc'hant ivez e viot dasprenet.


Met re ar Yuzevien na gredent ket a lakaas droug da sevel en eneoù ar baganed a-enep ar vreudeur.


Atizañ a rejont ar bobl, an henaourien hag ar skribed. Oc’h en em deurel warnañ, e krogjont ennañ hag e tegasjont anezhañ d’ar sanedrin.


Komz a ran hervez giz an dud abalamour da zinerzhded ho kig. Evel eta ma hoc’h eus roet hoc’h izili da sklavourien d’an hudurniezh ha d’ar fallentez evit ar fallentez, evel-se roit hoc’h izili bremañ da sklavourien d’ar reizhder evit ar santeladur.


Rak gouzout a reomp ez eo al lezenn speredel, met me a zo kigel, gwerzhet d’ar pec’hed.


Met traoù bennak am eus a-enep dit: lezel ar wreg Jezabel, en em lavar profedez, da gelenn ha da douellañ va servijerien evit o lakaat da gouezhañ er c’hadaliezh ha da zebriñ traoù aberzhet d’an idoloù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos