Hag e respontas: Ne'm eus ket trubuilhet Israel, met te eo ha ti da dad, dre ma hoc'h eus dilezet gourc'hemennoù an AOTROU, ha ma'z out aet war-lerc'h ar Baaloù.
Met kerzhout a reas war hent rouaned Israel, ha zoken e lakaas e vab da dremen dre an tan, hervez euzhusterioù ar broadoù en doa kaset kuit an AOTROU dirak mibien Israel.
Manase roue Juda en deus graet an euzhusterioù-se, gwashoc'h eget kement o deus graet an Amoreaned a-raok dezhañ, ha lakaet en deus Juda da bec'hiñ dre e idoloù,
Pa glevas Asa ar c'homzoù-se ha profediezh Obed ar profed, en em greñvaas, hag e lamas kuit an traoù euzhus diouzh holl vro Juda ha Benjamin, ha diouzh ar c'hêrioù en doa tapet e menez Efraim. Nevesaat a reas aoter an AOTROU a oa dirak porched an AOTROU.
Holl bennoù an aberzhourien hag ar bobl a greskas muioc'h-muiañ o fallentez, hervez holl euzhusterioù ar broadoù, hag e saotrjont an ti en doa santelaet an AOTROU e Jeruzalem.
Hag e roin dezho da gentañ an daougement eus o direizhder hag eus o fec'hed, dre ma o deus saotret va douar ha leuniet va hêrezh gant korfoù marv o zraoù kasaus ha gant o euzhusterioù.
Ne'c'h eus ket hepken kerzhet en o hentoù ha graet an hevelep euzhusterioù, re nebeut e oa kement-se, met en em saotret ec'h eus muioc'h egeto gant da holl hentoù.
Ne ri ket evel-se e-keñver an AOTROU da Zoue, rak graet o deus d'o doueoù kement a zo un euzhusted d'an AOTROU, ar pezh a gasa, ha zoken o deus devet en tan o mibien hag o merc'hed d'o doueoù.
Rak a-walc’h eo deomp bezañ graet en amzer hor buhez tremenet bolontez ar baganed, en ur gerzhout en hudurniezh, en droukc’hoantoù, er vezventi, er c’horfadoù hag en idolerezh argarzhus.
Met evit ar re zidalvez, ar re ziskredik, ar re euzhus, ar vuntrerien, ar c’hastaouerien, ar strobinellerien, an idolourien hag an holl c’haouiaded, o lod a zo er stank o teviñ gant tan ha soufr, ar pezh a zo an eilvet marv.