Doue a lavaras da Voizez: ME EO AN HINI A ZO. Hag e lavaras: Komz a ri evel-henn da vibien Israel: ME A ZO en deus va c'haset d'ho kavout.
Sant Ian 8:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a lavaras dezho: Pa ho po savet Mab an den, neuze ec’h anavezot emaon ha penaos ne ran netra ac’hanon va-unan, met e lavaran an traoù evel m’en deus va Zad o desket din. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Jesus a lavaraz dezhe: Pa ho pezo savet Mab an den, neuze ec’h anavezot piou ez oun, ha penaos na ran netra ac’hanoun va‐unan, mes e lavaran an traou evel ma’z int bet desket d’in gant va Zad. |
Doue a lavaras da Voizez: ME EO AN HINI A ZO. Hag e lavaras: Komz a ri evel-henn da vibien Israel: ME A ZO en deus va c'haset d'ho kavout.
Rak meur a hini a zeuio em anv, o lavarout: Me eo ar C’hrist. Hag e tromplint kalz a dud.
Eñ a lavaras: Diwallit na dromplfe den ac’hanoc’h. Rak meur a hini a zeuio em anv, o lavarout: Me eo, hag: An amzer a dosta. N’it ket eta war o lerc’h.
Gouzout a ran e selaouez ac’hanon atav, met henn lavaret em eus abalamour d’ar bobl-mañ a zo en-dro din, evit ma kredint ec’h eus va degaset.
Me en lavar deoc’h adalek bremañ, a-raok ma’c’h erruo an dra, evit pa c’hoarvezo, ma kredot emaon.
Kement-mañ a c’hoarvezas evit ma vije peurc’hraet ar pezh en doa Jezuz lavaret, o verkañ dre beseurt marv e tlee mervel.
Eno e kroazstagjont anezhañ ha daou all gantañ, unan en un tu hag egile en tu all, ha Jezuz er c’hreiz.
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, e lavaromp ar pezh a ouzomp hag e roomp testeni eus ar pezh hon eus gwelet, ha ne zegemerit ket hon testeni.
Hag evel ma savas Moizez an naer el lec’h distro, evel-se eo ret e vo savet Mab an den,
Neuze Jezuz a respontas dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, ar Mab ne c’hell ober netra anezhañ e-unan, nemet en defe gwelet an Tad ouzh henn ober, rak kement a ra an Tad, ar Mab a ra ivez eveltañ.
Ne c’hellan ober netra ac’hanon va-unan, barn a ran diouzh ma klevan, ha va barn a zo reizh, rak ne glaskan ket va bolontez met bolontez an Tad en deus va c’haset.
rak diskennet on eus an neñv nann evit ober va bolontez, met bolontez an hini en deus va c’haset.
Setu perak em eus lavaret deoc’h e varvot en ho pec’hedoù, rak ma ne gredit ket emaon, e varvot en ho pec’hedoù.
Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, a-raok ma voe Abraham, emaon.
Ar re eta a zegemeras e c’her gant levenez a voe badezet. War-dro tri mil ene a voe unanet en deiz-se d’an diskibien.
Met kalz eus ar re o doa klevet ar ger a gredas, ha niver ar wersed a oa war-dro pemp mil.
disklêriet Mab Doue gant galloud hervez ar Spered a santelezh dre e adsavidigezh a-douez ar re varv, Jezuz-Krist hon Aotrou,
Me a savo dezho ur profed eveldout a-douez o breudeur, hag e lakain va c'homzoù en e c'henoù, hag e lavaro dezho kement a gemennin dezhañ.