Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 6:38 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

38 rak diskennet on eus an neñv nann evit ober va bolontez, met bolontez an hini en deus va c’haset.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

38 Rag me a zo diskennet euz an env, n’e ket evit ober va bolontez va‐unan, mes bolontez an hini hen deuz va digasset.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 6:38
19 Referencias Cruzadas  

Plijet eo bet gant an AOTROU e vreviñ, e lakaet en deus er poanioù. Goude bezañ kinniget e ene evel aberzh a gablusted, e welo ul lignez, hiraat a raio e zeizioù, ha plijadur an AOTROU a raio berzh dre e zorn.


Evel-se n’eo ket deuet Mab an den evit bezañ servijet, met evit servijañ hag evit reiñ e vuhez e daspren evit kalz.


Den n’eo pignet en neñv, nemet an hini a zo diskennet eus an neñv, Mab an den a zo en neñv.


Rak Doue n’en deus ket kaset e Vab er bed evit barn ar bed, met evit ma vo salvet ar bed drezañ.


An hini a zeu eus an nec’h a zo dreist an holl. An hini a zeu eus an douar a zo eus an douar hag e lavar a zeu eus an douar. An hini a zeu eus an neñv a zo dreist an holl,


Jezuz a lavaras dezho: Va boued eo ober bolontez an hini en deus va c’haset ha peurober e oberenn.


Neuze Jezuz a respontas dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, ar Mab ne c’hell ober netra anezhañ e-unan, nemet en defe gwelet an Tad ouzh henn ober, rak kement a ra an Tad, ar Mab a ra ivez eveltañ.


Ne c’hellan ober netra ac’hanon va-unan, barn a ran diouzh ma klevan, ha va barn a zo reizh, rak ne glaskan ket va bolontez met bolontez an Tad en deus va c’haset.


Jezuz a respontas dezho: Houmañ eo oberenn Doue, ma kredot en hini en deus kaset.


Rak bara Doue eo an hini en deus diskennet eus an neñv hag a ro ar vuhez d’ar bed.


Hag e lavarent: N’eo ket hemañ Jezuz mab Jozef, a anavezomp e dad hag e vamm? Penaos eta e lavar: Me a zo diskennet eus an neñv?


Evel m’en deus an Tad hag a zo bev kaset ac’hanon ha ma vevan dre an Tad, evel-se an hini a zebr ac’hanon a vevo drezon.


Rak Krist ivez n’eo ket en em blijet ennañ e-unan, met hervez ma’z eo skrivet: Dismegañsoù ar re a zismegañs ac’hanout a zo kouezhet warnon.


Hogen petra a dalvez: Pignet eo, ma ne vije ket bet diagent diskennet el lec’hioù izelañ eus an douar?


en deus desket ar sentidigezh dre an traoù en deus gouzañvet, petra bennak ma oa Mab.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos