Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 5:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

30 Ne c’hellan ober netra ac’hanon va-unan, barn a ran diouzh ma klevan, ha va barn a zo reizh, rak ne glaskan ket va bolontez met bolontez an Tad en deus va c’haset.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

30 Na hellan ober netra ac’hanoun va‐unan, diouz ma klevan e varnan, ha va barnedigez a zo just, rag na glaskan ket va bolontez va‐unan, mes bolontez an Tad pehini hen deuz va digasset.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 5:30
21 Referencias Cruzadas  

Ne c'hoarvezo ket e ri un hevelep tra, ma lakafes da vervel an den reizh gant an den fallakr, e doare ma vefe kemeret an den reizh evel an den fallakr. Nann, ne ri ket! An hini a varn an douar holl, ha ne raio ket hervez ar reizhder?


dirak an AOTROU! Rak dont a ra, dont a ra da varn an douar. Barn a raio ar bed gant reizhder, hag ar pobloù hervez e wirionez.


ur spered a varnedigezh evit an hini a zo azezet war gador ar varnedigezh, hag un nerzh evit ar re a gas en-dro an enebour o stourm outo ouzh an nor.


An AOTROU en deus tennet ar setañsoù douget ez enep, pellaet en deus da enebour. Roue Israel, an AOTROU, a zo ez kreiz, ne weli ken ar gwalleur.


O vont un tamm a-raokoc’h, en em daolas war e c’henoù d’an douar hag e pedas o lavarout: Va Zad, ma pellaio an hanaf-se diouzhin mar gell-se bezañ! Koulskoude, n’eo ket evel ma fell din, met evel ma fell dit.


Ha ne gredez ket ez on-me en Tad hag emañ an Tad ennon? Ar gerioù a lavaran deoc’h, n’o lavaran ket ac’hanon va-unan. Met an Tad a chom ennon, a ra e-unan an oberoù.


Roet em eus gloar dit war an douar, echuet em eus al labour ac’h eus roet din d’ober.


Neuze Jezuz a lavaras da Bêr: Laka da gleze en e c’houin. Ha n’evin ket an hanaf en deus an Tad roet din?


Jezuz a lavaras dezho: Va boued eo ober bolontez an hini en deus va c’haset ha peurober e oberenn.


Neuze Jezuz a respontas dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, ar Mab ne c’hell ober netra anezhañ e-unan, nemet en defe gwelet an Tad ouzh henn ober, rak kement a ra an Tad, ar Mab a ra ivez eveltañ.


rak diskennet on eus an neñv nann evit ober va bolontez, met bolontez an hini en deus va c’haset.


Jezuz a lavaras dezho: Pa ho po savet Mab an den, neuze ec’h anavezot emaon ha penaos ne ran netra ac’hanon va-unan, met e lavaran an traoù evel m’en deus va Zad o desket din.


Neuze Jezuz a lavaras dezho: Ma vije Doue ho Tad, e karjec’h ac’hanon, rak eus Doue eo ez on hag e teuan. N’on ket deuet ac’hanon va-unan, met eñ eo an hini en deus va c’haset.


Met ne glaskan ket va gloar, bez’ ez eus unan hag e glask ha barn a ra.


Rak Krist ivez n’eo ket en em blijet ennañ e-unan, met hervez ma’z eo skrivet: Dismegañsoù ar re a zismegañs ac’hanout a zo kouezhet warnon.


Hogen gouzout a reomp penaos barnedigezh Doue a-enep ar re a ra ar seurt traoù-se a zo hervez ar wirionez.


Met dre da galeted ha da galon dibened, e tastumez un teñzor a fulor evit deiz fulor ha diskuliadur barnedigezh reizh Doue,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos