Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 19:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Eno e kroazstagjont anezhañ ha daou all gantañ, unan en un tu hag egile en tu all, ha Jezuz er c’hreiz.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

18 eno e crucifijont anezhan, ha daou all ganthan, unan a bep tu, ha Jesus er c’hreiz.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 19:18
11 Referencias Cruzadas  

Va nerzh a zo disec'het evel pri, va zeod a zo stag ouzh va staon, va gourvezet ec'h eus e poultrenn ar marv.


Setu perak e roin e lod dezhañ e-touez ar re vras. Lodennañ a raio e breizh gant ar re c'halloudek, dre m'en deus roet e ene d'ar marv, dre m'eo bet lakaet e renk an dorfedourien, dre m'en deus douget pec'hedoù kalz a dud, ha dre m'en deus erbedet evit an drougobererien.


Al laeron ivez, a oa kroazstaget gantañ, a rae dezhañ an hevelep rebechoù.


Kement-mañ a c’hoarvezas evit ma vije peurc’hraet ar pezh en doa Jezuz lavaret, o verkañ dre beseurt marv e tlee mervel.


Ar soudarded a zeuas eta hag a dorras e zivhar d’an hini kentañ, goude d’an eil a oa kroazstaget gantañ.


an den-se, droukroet hervez ar mennad divizet ha ragouiziegezh Doue, kroget hoc’h eus ennañ, hag o vezañ e staget ouzh ar groaz dre zaouarn an dud fall, e lakaet hoc’h eus d’ar marv.


Krist en deus hon dasprenet eus mallozh al lezenn, o vezañ bet graet mallozh evidomp, rak skrivet eo: Milliget eo kement hini a zo krouget ouzh ar c’hoad,


o sellout ouzh Jezuz, ar rener hag ar peuroberer eus hor feiz, eñ hag en deus gouzañvet ar groaz ha disprizet ar vezhusted abalamour d’al levenez a oa kinniget dezhañ, hag a zo azezet a-zehou da dron Doue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos