Sant Ian 6:57 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel m’en deus an Tad hag a zo bev kaset ac’hanon ha ma vevan dre an Tad, evel-se an hini a zebr ac’hanon a vevo drezon. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Evel ma hen deuz an Tad, pehini a zo beo, va digasset, hag evel ma vevan dre an Tad; evel‐se ive an hini a zebr ac’hanoun, hennes a vevo dreizoun. |
Met an AOTROU eo Doue ar wirionez, an Doue bev hag ar Roue peurbadus. An douar a gren dirak e gounnar, hag ar broadoù ne c'hellont ket gouzañv e zroug.
C’hoazh un nebeud amzer hag ar bed ne’m gwelo ken, met c’hwi am gwelo, abalamour ma vevan ha ma vevot ivez.
Jezuz a lavaras dezhañ: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuhez. Den ne zeu d’an Tad nemet drezon.
evit ma vint holl unan, evel ma’z out ennon, Tad, hag evel ma’z on ennout, evit ma vint ivez unan ennomp, evit ma kredo ar bed ec’h eus va c’haset.
Rak Doue n’en deus ket kaset e Vab er bed evit barn ar bed, met evit ma vo salvet ar bed drezañ.
Rak, evel m’en deus an Tad ar vuhez ennañ e-unan, roet en deus ivez d’ar Mab da gaout ar vuhez ennañ e-unan,
rak diskennet on eus an neñv nann evit ober va bolontez, met bolontez an hini en deus va c’haset.
hervez ma’z eo skrivet: An den kentañ, Adam, a zo deuet da vezañ un ene bev, met an Adam diwezhañ, ur Spered a ro buhez.
Rak, petra bennak ma’z eo bet staget ouzh ar groaz en dinerzhded, koulskoude ez eo bev dre c’halloud Doue. Ni ivez a zo dinerzh ennañ, met bevañ a raimp gantañ dre c’halloud Doue en ho keñver.
Kroazstaget on bet asambles gant Krist ha, mar bevan, n’eo ket me ken a vev met Krist eo a vev ennon. Mar bevan c’hoazh er c’hig, e vevan dre ar feiz e Mab Doue en deus va c’haret hag a zo en em roet e-unan evidon.
Rak int a lavar o-unan pebezh degemer hon eus bet diganeoc’h ha penaos hoc’h eus en em zistroet diouzh an idoloù da Zoue, evit servijañ an Doue bev ha gwirion,
pegement muioc’h gwad Krist, hag a zo dre ar Spered peurbadus en em ginniget e-unan dinamm da Zoue, a c’hlanaio ho koustiañs eus an oberoù marv, evit ma servijot an Doue bev.
E kement-mañ eo en em ziskouezet karantez Doue en hor c’heñver: kaset en deus Doue e Vab nemetañ er bed evit ma vevimp drezañ.