Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Galated 2:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 Kroazstaget on bet asambles gant Krist ha, mar bevan, n’eo ket me ken a vev met Krist eo a vev ennon. Mar bevan c’hoazh er c’hig, e vevan dre ar feiz e Mab Doue en deus va c’haret hag a zo en em roet e-unan evidon.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

20 Crucifiet oun bet assambles gant ar C’hrist, ha mar bevan, n’e ket me eo a vev, mes ar C’hrist eo a vev enoun; ha mar bevan c’hoas er c’hig, e vevan dre ar feiz e Mab Doue, pehini hen deuz va c’haret, hag a zo en em roet he‐unan evidoun.

Ver Capítulo Copiar




Galated 2:20
65 Referencias Cruzadas  

Me a zo da'm muiañ-karet, hag e c'hoant a dro war-zu ennon.


Evel-se n’eo ket deuet Mab an den evit bezañ servijet, met evit servijañ hag evit reiñ e vuhez e daspren evit kalz.


An tempter, o vezañ tostaet outañ, a lavaras dezhañ: Mar d-out Mab Doue, gourc’hemenn d’ar mein-se dont da vezañ bara.


Natanael a respontas dezhañ: Mestr, te eo Mab Doue, te eo roue Israel.


Me eo ar mesaer mat. Ar mesaer mat a ro e vuhez evit e zeñved.


Den n’en deus brasoc’h karantez eget an hini a ro e vuhez evit e vignoned.


evit ma vint holl unan, evel ma’z out ennon, Tad, hag evel ma’z on ennout, evit ma vint ivez unan ennomp, evit ma kredo ar bed ec’h eus va c’haset.


Rak kement en deus Doue karet ar bed m’en deus roet e Vab nemetañ, evit na vo ket kollet piv bennak a gred ennañ, met m’en devo ar vuhez peurbadus.


An Tad a gar ar Mab hag en deus lakaet pep tra etre e zaouarn.


Evel m’en deus an Tad hag a zo bev kaset ac’hanon ha ma vevan dre an Tad, evel-se an hini a zebr ac’hanon a vevo drezon.


ha ni hon eus kredet hag hon eus anavezet ez out ar C’hrist, Mab an Doue bev.


Evel ma’z aent dre an hent, ec’h errujont e-lec’h ma oa dour, hag an eunuk a lavaras: Setu dour, petra a vir na vefen badezet?


Ha kerkent e prezegas er sinagogennoù ez eo Krist Mab Doue.


Rak ennañ eo diskuliet reizhder Doue eus ar feiz hag evit ar feiz, hervez ma’z eo skrivet: An hini reizh a vevo dre ar feiz.


Rak hini ac’hanomp ne vev evitañ e-unan hag hini ne varv evitañ e-unan.


reizhder Doue dre ar feiz eus Jezuz-Krist, evit ar re holl ha war ar re holl a gred. Rak n’eus diforc’h ebet,


an hini a zo bet droukroet evit hor pec’hedoù hag a zo adsavet a varv evit hor reizhadur.


eñ hag en deus roet deomp dre ar feiz digor d’ar c’hras-se a chomomp start enni, hag e kavomp gloar en esperañs eus meurded Doue.


Rak pa oamp c’hoazh hep nerzh, Krist a zo marvet, en amzer dereat, evit tud zizoue.


Met Doue a ziskouez e garantez en hor c’heñver, o vezañ ma oamp c’hoazh pec’herien pa’z eo marvet Krist evidomp.


Na roit ket hoc’h izili d’ar pec’hed evit bezañ binvioù a zireizhder, met en em roit hoc’h-unan da Zoue evel tud deuet eus ar marv d’ar vuhez, ha roit hoc’h izili evel binvioù a reizhder evit Doue.


Hogen, mar d-omp marv gant Krist, e kredomp e vevimp ivez gantañ,


Met mar d-emañ Krist ennoc’h, ar c’horf evit gwir a zo marv abalamour d’ar pec’hed, met ar spered a zo buhez abalamour d’ar reizhder.


Met en holl draoù-se ez omp ouzhpenn trec’herien dre an hini en deus hor c’haret.


Met an hini en em unan gant an Aotrou a zo un hevelep spered gantañ.


n’eo ket e renomp war ho feiz, met e kenlabouromp d’ho levenez. Rak e chomit start dre ar feiz.


Rak petra bennak ma kerzhomp er c’hig, ne stourmomp ket hervez ar c’hig.


Dre wirionez Krist a zo ennon, ne vo ket lamet diganin al lec’h a c’hloar-se e broioù eus Akaia.


peogwir e klaskit ur brouenn emañ Krist o komz drezon, eñ ha n’eo ket dinerzh en ho keñver met a zo galloudek ennoc’h.


En em eveshait hoc’h-unan da welout hag emaoc’h er feiz, en em amprouit hoc’h-unan. Ha n’anavezit ket hoc’h-unan penaos emañ Jezuz-Krist ennoc’h? Nemet e vefec’h marteze diveulet.


Karantez Krist a wask ac’hanomp, o vezañ ma kredomp penaos mar d-eo unan hepken marvet evit an holl, an holl eta a zo marv.


Eñ a zo marvet evit an holl, evit na vevo ken evito o-unan ar re a vev, met evit an hini a zo marvet hag adsavet a varv evito.


rak kerzhout a reomp dre ar feiz ha nann dre ar gweled.


a zo en em roet e-unan evit hor pec’hedoù evit hon tennañ eus ar c’hantved breinus-mañ, hervez bolontez Doue hon Tad,


oc’h anavezout n’eo ket reishaet an den dre oberoù al lezenn met dre ar feiz eus Jezuz-Krist, hon eus hon-unan kredet e Jezuz-Krist, evit bezañ reishaet dre ar feiz e Krist ha nann dre oberoù al lezenn, rak kig ebet ne vo reishaet dre oberoù al lezenn.


Ha penaos den na vo reishaet dirak Doue dre al lezenn, kement-se a zo sklaer abalamour: An den reizh a vevo dre ar feiz.


Ar re a zo da Grist o deus kroazstaget ar c’hig gant e youloù drouk hag e c’hoantegezhioù.


Met pell diouzhin ar soñj da gavout gloar e netra all nemet e kroaz hon Aotrou Jezuz-Krist. Drezañ ar bed a zo bet kroazstaget evidon, evel ma’z on bet va-unan evit ar bed.


evit ma chomo Krist en ho kalonoù dre ar feiz, hag evel-se, gwriziennet ha diazezet er garantez,


kerzhit er garantez, evel m’en deus Krist ivez hor c’haret hag eo en em ginniget e-unan da Zoue evidomp e prof hag en aberzh a c’hwezh vat.


Ezhec’h, karit ho kwragez evel m’en deus ivez Krist karet an Iliz hag eo en em roet e-unan eviti,


Rak evidon Krist eo ar vuhez, hag ar marv a zo din ur gounid.


Gallout a ran pep tra dre Grist a nerzheka ac’hanon.


Plijet eo bet gant Doue reiñ dezho da anavezout pehini eo pinvidigezh gloar ar mister-se e-touez ar baganed, da c’houzout eo: Krist ennoc’h, an esperañs eus ar gloar.


hag evit gortoz eus an neñv e Vab en deus adsavet a varv, Jezuz, an hini a zieub ac’hanomp eus ar gounnar da zont.


eñ hag a zo bet marvet evidomp, evit, pe e veilhimp pe e kouskimp, ma vevimp asambles gantañ.


a zo en em roet e-unan evit hon dasprenañ a bep direizhder hag evit hor glanaat, evel ur bobl a zo dezhañ e-unan, gredus evit an oberoù mat.


Pep beleg-meur a zo lakaet en e garg evit kinnig profoù hag aberzhoù, dre-se eo ret en defe ivez hemañ un dra bennak da ginnig.


Karout a rit anezhañ hep bezañ e welet, krediñ a rit ennañ hep bezañ e welet c’hoazh, hag en em laouenait gant ul levenez dilavarus ha glorius,


Met mar kerzhomp er sklêrijenn, evel ma’z emañ e-unan er sklêrijenn, ez omp e kenunvaniezh an eil gant egile ha gwad Jezuz-Krist e Vab hor glana a bep pec’hed.


Ha ni hon eus gwelet hag e roomp testeni penaos an Tad en deus kaset ar Mab evel Salver ar bed.


Ha gouzout a reomp ez eo deuet Mab Doue, en deus roet deomp skiant evit anavezout an Hini gwirion, hag emaomp en Hini gwirion-se, en e Vab Jezuz-Krist. Eñ eo an Doue gwirion hag ar vuhez peurbadus.


hag a-berzh Jezuz-Krist, an test feal, ar c’hentañ-ganet a-douez ar re varv ha Priñs rouaned an douar. D’an hini en deus hor c’haret, en deus hor gwalc’het eus hor pec’hedoù dre e wad


Setu, en em zalc’han ouzh an nor hag e skoan. Mar klev unan bennak va mouezh ha mar digor an nor, ez in en e di, hag e koagnin gantañ hag eñ ganin.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos