Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Sant Ian 6:57 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

57 Evel ma hen deuz an Tad, pehini a zo beo, va digasset, hag evel ma vevan dre an Tad; evel‐se ive an hini a zebr ac’hanoun, hennes a vevo dreizoun.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

57 Evel m’en deus an Tad hag a zo bev kaset ac’hanon ha ma vevan dre an Tad, evel-se an hini a zebr ac’hanon a vevo drezon.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 6:57
19 Referencias Cruzadas  

Simon Per a respontaz hag a lavaraz: Te eo ar C’hrist, Mab an Doue beo.


C’hoas eun neubeud amzer, hag ar bed n’am gwelo mui, mes c’houi a velo ac’hanoun; abalamour ma vevan, c’houi a vevo ive.


Jesus a lavaraz dezhan: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuez; den na zeu d’an Tad nemed dreizoun.


evit ma vezint holl unan, evel ma’z oud enoun, o va Zad, hag evel ma’z oun enoud; evit ma vezint ive unan enomp‐ni; evit ma credo ar bed eo te ec’h euz digasset ac’hanoun.


Rag Doue n’hen deuz ket digasset he Vab er bed, evit barna ar bed, mes evit ma vezo salvet ar bed dreizhan.


Rag, evel ma hen deuz an Tad ar vuez enhan he‐unan, evel‐se hen deuz roet ive d’ar Mab da gaoud ar vuez enhan he‐unan.


Jesus a respontaz dezhe: Œuvr Doue eo, ma credfac’h en hini a zo bet digasset ganthan.


Rag me a zo diskennet euz an env, n’e ket evit ober va bolontez va‐unan, mes bolontez an hini hen deuz va digasset.


Rag, evel ma varv an holl en Adam, evel‐se ive er C’hrist an holl a vevo adare;


evel ma’z eo scrivet: An den kenta, Adam, a zo bet great eun ene beo; mes an diveza Adam a zo eur Spered hag a ro buez;


Rag petra‐benag ma’z eo bet crucifiet er zempladurez, koulskoude, ema beo dre c’halloud Doue; ha ni a zo sempl ive assambles ganthan, mes beva a raimp ganthan, dre c’halloud Doue en ho touez.


Crucifiet oun bet assambles gant ar C’hrist, ha mar bevan, n’e ket me eo a vev, mes ar C’hrist eo a vev enoun; ha mar bevan c’hoas er c’hig, e vevan dre ar feiz e Mab Doue, pehini hen deuz va c’haret, hag a zo en em roet he‐unan evidoun.


Rag ho‐unan e leveront pebez digemer hon euz bet diganeoc’h, ha penaos ez oc’h distroet euz an idolou da Zoue, evit servicha an Doue beo ha gwirion,


pegement muioc’h goad ar C’hrist, pehini, dre ar Spered eternel, a zo en em offret he‐unan dinam da Zoue, ne zeui‐hen ket da nettaad ho coustians euz an oberou maro, evit ma teuot da zervicha an Doue beo!


Karantez Doue en hor c’henver a zo en em diskouezet dre ma hen deuz digasset Doue he Vab unic er bed, evit ma vevimp dreizhan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos