Met an den-mañ, o vezañ aet kuit, en em lakaas da zisklêriañ uhel an dra ha da skuilhañ ar vrud a gement-se, en hevelep doare ma ne c’helle mui Jezuz mont e kêr dirak an holl. Met en em zalc’he er-maez e lec’hioù a-du, hag a bep tu e teued d’e gavout.
Dre-se ar Yuzevien a glaskas c’hoazh muioc’h e lakaat d’ar marv, nann hepken dre ma torre ar sabad, met c’hoazh abalamour ma c’halve Doue e Dad e-unan, oc’h en em ober e-unan kevatal da Zoue.
Ar farizianed a c’houlennas eta digantañ ivez penaos en doa adkavet ar gweled. Eñ a lavaras dezho: Lakaet en deus fank din war va daoulagad, hag ez on en em walc’het, hag e welan.