Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 5:15 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

15 An den‐ze a ieaz kuit, hag a ziscleriaz d’ar Judevien e oa Jesus hen doa iac’heet anezhan.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 An den-se a yeas hag a lavaras d’ar Yuzevien e oa Jezuz en doa e yac’haet.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 5:15
12 Referencias Cruzadas  

Mes o veza eat er meaz, an den‐ze a gommansaz da gonta d’an hell ar pez a oa c’hoarvezet, ha da lakaad kement‐se da veza anavezet tro‐var‐dro, en hevelep doare na helle mui Jesus mond en kear e‐touez an dud; mes choum a rea el leac’hiou dizarempred, hag a bep tu e teuet d’he gavout.


He‐man eo an desteni a roaz Ian, pa gassaz ar Judevien euz a Jerusalem beleien ha servicherien an templ da c’houlen diganthan: Piou oud‐te?


Deuit da velet eun den hag hen deuz lavaret d’in‐me kement tra em euz great; daoust ha na vez ket hennes ar C’hrist?


Ar Judevien eta a lavare d’an hini a oa bet pareet: Hirio ema ar sabbat; n’eo ket permetet d’id kas ganez da vele.


Hag e c’houlenjont diganthan: Piou eo an den‐ze hen deuz lavaret d’id: Kas ganez da vele ha kerz?


Abalamour da ze, ar Judevien a zalc’he da heuil Jesus, hag a glaske hen lakaad d’ar maro, abalamour m’hen doa great kement‐se deiz ar sabbat.


Dre‐ze ar Judevien a glaske c’hoas muioc’h‐mui hen lakaad d’ar maro, n’e ket hep‐ken abalamour ma tore ar sabbat, mes c’hoas abalamour ma lavare e oa Doue he Dad, oc’h en em ober he‐unan par da Zoue.


Ar Farizianed eta a c’houlenne ive diganthan penaos hen doa kavet ar gwelet. Hag hen a lavaraz dezhe: Lakeat hen deuz fank var va daou‐lagad, hag ez oun en em walc’het, hag e velan.


Hen a respontaz: Ne ouzon ket hag hen a zo eur pec’her; gouzoud a ran eun dra; penaos e oann dall, hag e velan breman.


An den a respontaz: Eun dra souezus braz eo ne ouefec’h ket a be leac’h ez eo; hag hen hen deuz digoret d’in va daou‐lagad!


Respont a rejont dezhan: Te a zo ganet holl er pec’hed, hag e teuez d’hor c’helen! Hag e taoljent anezhan er meaz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos