Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 5:16 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

16 Abalamour da ze, ar Judevien a zalc’he da heuil Jesus, hag a glaske hen lakaad d’ar maro, abalamour m’hen doa great kement‐se deiz ar sabbat.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Dre-se ar Yuzevien a heskinas Jezuz hag a glaskas e lakaat d’ar marv, dre m’en doa graet kement-se d’an deiz sabad.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 5:16
15 Referencias Cruzadas  

Neuze e lavaraz d’an den: Astenn da zorn. Hag hen he astennaz, hag e teuaz iac’h evel egile.


Hag ar Farizianed, o veza eat er meaz, en em guzuliaz rag‐tal gant an Herodianed a‐enep dezhan, evit gouzout petra da ober evit hen koll.


Hag e oent leun a fulor, hag e komzent etrezhe da c’houzout petra a heljent ober da Jesus.


He‐man eo an desteni a roaz Ian, pa gassaz ar Judevien euz a Jerusalem beleien ha servicherien an templ da c’houlen diganthan: Piou oud‐te?


Klask a rent eta c’hoas cregi enhan; mes mond a reaz euz tre ho daouarn.


Ho pezet memor euz ar gomz‐man em euz lavaret deoc’h: Ar servicher n’eo ket brassoc’h eged he vestr. Mar ho deuz persecutet ac’hanoun‐me, e persecutint ac’hanoc’h ive; mar ho deuz miret va c’houmzou, e virint ive ho re‐c’houi.


Ar Judevien eta a lavare d’an hini a oa bet pareet: Hirio ema ar sabbat; n’eo ket permetet d’id kas ganez da vele.


Mes an hini a oa bet iac’heet na ouie ket piou e oa hennes; rag Jesus a oa en em dennet en kuz, rag kalz a dud a oa eno.


An den‐ze a ieaz kuit, hag a ziscleriaz d’ar Judevien e oa Jesus hen doa iac’heet anezhan.


Mes Jesus a lavaraz dezhe: Va Zad a labour bete vreman, ha me a ra ive.


Dre‐ze ar Judevien a glaske c’hoas muioc’h‐mui hen lakaad d’ar maro, n’e ket hep‐ken abalamour ma tore ar sabbat, mes c’hoas abalamour ma lavare e oa Doue he Dad, oc’h en em ober he‐unan par da Zoue.


Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhe: Eun dra em euz great, hag ho laka holl souezet.


Hag unan‐benag a dud Jerusalem a lavare: N’e ket he‐man eo an hini a oar o klask anezhan da lakaad d’ar maro?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos