Mar dalc'hez da droad e-pad ar sabad, evit tremen hep ober ar pezh a fell dit em deiz santel, mar anvez ar sabad: Va flijadur, deiz santelaet evit an AOTROU, mar enorez anezhañ hep heuliañ da hentoù, hep ober ar pezh a blij dit, hep lavarout traoù aner,
Met ma ne selaouit ket ouzhin, evit santelaat deiz ar sabad, evit chom hep dougen bec'h ebet, evit chom hep ober dont-tre dezho dre zorojoù Jeruzalem da zeiz ar sabad, e lakain an tan en he dorojoù, deviñ a raio palezioù Jeruzalem, ha ne vo ket mouget.
Met penn ar sinagogenn, droug ennañ eus m’en doa Jezuz yac’haet d’un deiz sabad, a gemeras ar gomz hag a lavaras d’ar bobl: C’hwec’h devezh a zo evit labourat, deuit eta en deizioù-se evit bezañ yac’haet, ha nann d’an deiz sabad.
Mar bez amdroc’het un den d’an deiz sabad, evit na vo ket torret lezenn Voizez, perak en em fulorit a-enep ac’hanon abalamour ma em eus yac’haet un den penn-da-benn d’an deiz sabad?
Neuze hiniennoù eus ar farizianed a lavaras: An den-se n’eo ket a-berzh Doue pa ne vir ket ar sabad. Reoù all a lavaras: Penaos e c’hell un den a zo pec’her ober hevelep mirakloù? Hag e oant dizunvan etrezo.