Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 5:10 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

10 Ar Judevien eta a lavare d’an hini a oa bet pareet: Hirio ema ar sabbat; n’eo ket permetet d’id kas ganez da vele.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Neuze ar Yuzevien a lavaras d’an hini a oa bet yac’haet: Ar sabad eo, n’eo ket aotreet dit dougen da wele.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 5:10
19 Referencias Cruzadas  

Ha setu e oa eno eun den pehini hen doa eun dorn dizec’het; hag e c’houlenjont diganthan, evit gallout hen tamal: Ha permetet eo iac’haad en deiziou ar sabbat?


Hag ar Farizianed a lavaraz dezhan: Sell, perag e reont‐hi ar pez n’eo ket permetet en deiziou ar Sabbat? Mes hen a lavaraz dezhe:


Neuze e lavaraz dezhe: Ha permetet eo da zeiz ar sabbat ober vad pe ober drouk? savetei eun den, pe hen lezel da berissa? Mes na rojont respont e‐bed dezhan.


Mes chef ar sinagog, o veza droug enhan abalamour m’hen doa Jesus iac’heet eun den da zeiz ar sabbat, a zavaz he vouez hag a lavaraz d’ar bobl: Beza ez euz c’houec’h devez en pere e tleer labourat; deuit eta en deiziou‐ze evit beza iac’heet, ha na deuit ket da zeiz ar sabbat.


Hag o veza distroet var ho c’hiz, e preparjont essanzou ha louzou a c’houez‐vad, hag e kemerjont ho repos deiz ar sabbat, hervez al lezen.


Hag hinienou euz ar Farizianed a lavaraz dezhe: Perag e rit‐hu ar pez n’eo ket permetet da ober en deiziou ar sabbat?


He‐man eo an desteni a roaz Ian, pa gassaz ar Judevien euz a Jerusalem beleien ha servicherien an templ da c’houlen diganthan: Piou oud‐te?


He‐man a respontaz dezhe: An hini hen deuz va iac’heet, hen deuz lavaret d’in: Kas ganez da vele ha kerz.


An den‐ze a ieaz kuit, hag a ziscleriaz d’ar Judevien e oa Jesus hen doa iac’heet anezhan.


Abalamour da ze, ar Judevien a zalc’he da heuil Jesus, hag a glaske hen lakaad d’ar maro, abalamour m’hen doa great kement‐se deiz ar sabbat.


Mar bez circonciset eun den deiz ar sabbat, evit miret lezen Moises, perag oc’h euz‐hu droug ouzin‐me, abalamour ma’m euz roet ar iec’hed da eun den deiz ar sabbat?


Neuze darn euz ar Farizianed a lavare: An den‐ze n’eo ket a‐beurz Doue, pa’z eo gwir na vir ket ar sabbat. Darn all a lavare: Penaos ec’h helfe eun den fall ober eur seurt burzudou? Ha n’en em glevent ket etrezhe.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos