Hag e voe kinniget dezhañ da zebriñ. Met eñ a lavaras: Ne zebrin ket ken na'm bo lavaret ar pezh am eus da lavarout. Komz! emezañ.
Sant Ian 4:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Koulskoude e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras: Mestr, debr. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Koulskoude, he ziskibien ouz he bedi, a lavare dezhan: Mestr, debr eta. |
Hag e voe kinniget dezhañ da zebriñ. Met eñ a lavaras: Ne zebrin ket ken na'm bo lavaret ar pezh am eus da lavarout. Komz! emezañ.
karout a reont bezañ saludet war ar marc’hallac’hioù ha bezañ galvet gant an dud: Mestr, mestr.
Met c’hwi, na vezit ket galvet Rabbi, rak unan hepken eo ho Mestr, Krist, ha c’hwi holl a zo breudeur.
Judaz, an hini en droukroe, a gemeras ar gomz hag a lavaras: Ha me eo, Mestr? Eñ a lavaras dezhañ: Lavaret ec’h eus.
Pêr, o kaout soñj eus ar pezh a oa c’hoarvezet, a lavaras dezhañ: Mestr, setu, ar wezenn-fiez ac’h eus milliget a zo sec’het.
Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras da Jezuz: Mestr, mat eo deomp chom amañ. Greomp amañ teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, unan evit Elia.
Jezuz o vezañ distroet hag o welout e heulient anezhañ, a lavaras dezho: Petra a glaskit? Respont a rejont dezhañ: Rabbi, da lavarout eo Mestr, pelec’h e chomez?
An diskibien a lavaras dezhañ: Mestr, ar Yuzevien a glaske n’eus ket pell da veinata, hag e tistroez di!
Hemañ a zeuas en noz da gavout Jezuz hag a lavaras dezhañ: Mestr, ni a oar ez out un doktor deuet a-berzh Doue, rak den ne c’hell ober ar mirakloù-se a rez, nemet e vefe Doue gantañ.
Dont a rejont da gavout Yann hag e lavarjont dezhañ: Mestr, an hini a oa ganit d’an tu all d’ar Jordan hag ac’h eus roet testeni dezhañ, setu, e vadez hag an holl a ya d’e gavout.
O vezañ e gavet en tu all d’ar mor, e lavarjont dezhañ: Mestr, pegoulz out en em gavet amañ?
E ziskibien a c’houlennas digantañ: Mestr, piv en deus pec’het, hemañ pe e dud, ma’z eo bet ganet dall?