Evel-henn e komz an AOTROU: An neñv eo va zron hag an douar ur skabell dindan va zreid. Peseurt ti a savot din, ha pelec'h e vo takad va diskuizh?
Sant Ian 4:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, kred ac’hanon, an eur a zeu ma n’azeulot ken an Tad na war ar menez-mañ nag e Jeruzalem. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus a lavaraz dezhi: Maouez, cred ac’hanoun; an amzer a dosta ne adorfot mui an Tad na var ar menez‐man, nag en Jerusalem. |
Evel-henn e komz an AOTROU: An neñv eo va zron hag an douar ur skabell dindan va zreid. Peseurt ti a savot din, ha pelec'h e vo takad va diskuizh?
Mab an den, an dud-se a zoug o idoloù en o c'halon, dirak o dremm o deus ar pezh o laka da gouezhañ en direizhder. Hag e vefen klasket da vat ganto?
Mab an den, komz ouzh henaourien Israel ha lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Evit va goulennata eo oc'h deuet? Me a zo bev, ne vin ket goulennataet ganeoc'h, eme an Aotrou AOTROU.
Rak adalek ar sav-heol betek ar c'huzh-heol e vo bras va anv e-touez ar broadoù, hag e pep lec'h ma vo lakaet da vogediñ ha kinniget ur brofadenn c'hlan da'm anv. Rak va anv a vo bras e-touez ar broadoù, eme AOTROU an armeoù.
It eta, kelennit an holl vroadoù, o vadeziñ anezho en anv an Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel,
Kouezhañ a raint dindan troc’h ar c’hleze ha kaset e vint da sklaved e-touez an holl vroadoù. Jeruzalem a vo mac’het gant ar vroadoù betek ma vo peurleuniet amzerioù ar vroadoù.
Jezuz a lavaras dezhañ: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuhez. Den ne zeu d’an Tad nemet drezon.
Kas a raint ac’hanoc’h kuit eus o sinagogennoù, hag an eur a zeu ma kredo piv bennak ho lakaio d’ar marv reiñ ul lid da Zoue.
Setu, an eur a zeu, ha deuet eo dija, penaos e viot stlabezet pep hini ouzh e gostez ha penaos e lezot ac’hanon va-unan. Met me n’on ket va-unan, rak an Tad a zo ganin.
Met an eur a zeu, ha deuet eo dija, ma teuio ar gwir azeulerien da azeuliñ an Tad e spered hag e gwirionez, rak an Tad a c’houlenn ar seurt azeulerien-se.
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an eur a zeu, ha deuet eo dija, ma klevo ar re varv mouezh Mab Doue, hag ar re he c’hlevo a vevo.
Na vezit ket souezhet a gement-se, rak dont a ra an eur ma klevo e vouezh ar re holl a zo er bezioù ha ma’z aint er-maez,
rak e glevet hon eus o lavarout penaos Jezuz, an Nazaredad-se, a zistrujo al lec’h-mañ hag a gemmo ar boazioù en deus Moizez roet deomp.
Me a fell din eta e pedfe an dud e pep lec’h, o sevel daouarn glan hep kounnar hag hep tabut.
Ha mar galvit Tad an hini a varn pep unan hervez e oberoù hep ober van eus den, en em renit eta gant doujañs e-pad an amzer hoc’h eus da dremen amañ,
Ne welis templ ebet enni, rak an Aotrou Doue holl-c’halloudek hag an Oan eo an templ anezhi.