Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 18:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 Rak e-lec’h ma ez eus daou pe dri dastumet em anv, emaon eno en o c’hreiz.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

20 Rag el leac’h m’az euz daou pe dri assamblet em hano, me a zo eno en ho c’hreiz.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

20 Rac él léh é ma deu pé tri zén dastumet ém hanhue, en hum gavan inou én ou hreis.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 18:20
15 Referencias Cruzadas  

Ar walenn ne vo ket pellaet diouzh Juda na bazh al lezenner eus etre e dreid, betek ma teuio ar Shilo, dezhañ sentidigezh ar pobloù!


Ober a ri din un aoter douar, hag ec'h aberzhi warni da loskaberzhoù ha da aberzhoù a beoc'h, da zeñved ha da ejened. E pep lec'h ma rin meuliñ va anv, me a zeuio da'z kavout hag a vennigo ac'hanout.


Ar priñs a yelo e-barzh en o zouez pa'z aint e-barzh. Ha pa'z aint kuit, e yelo ivez.


Ha me a vo eviti, eme an AOTROU, ur voger-tan a-dro-war-dro dezhi, ha me a vo ar c'hloar en he c'hreiz.


Neuze Pêr a dostaas outañ hag a lavaras: Aotrou, pet gwech e pardonin da’m breur pa bec’ho a-enep din? Bez’ e vo betek seizh gwech?


hag o teskiñ dezho mirout kement am eus gourc’hemennet deoc’h. Ha setu, emaon ganeoc’h bemdez betek fin ar bed. Amen.


An abardaez eus an deiz-se, a oa ar c’hentañ eus ar sizhun, dorioù al lec’h ma oa an diskibien en em zastumet o vezañ serret gant aon rak ar Yuzevien, Jezuz a zeuas, en em ziskouezas en o c’hreiz hag a lavaras dezho: Ar peoc’h ra vo ganeoc’h!


Eizh deiz goude, e ziskibien a oa a-nevez en ti ha Tomaz ganto. Jezuz a zeuas, an dorioù o vezañ serret, en em zalc’has en o c’hreiz hag a lavaras: Ar peoc’h ra vo ganeoc’h!


Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, a-raok ma voe Abraham, emaon.


En anv hon Aotrou Jezuz-Krist, c’hwi ha va spered o vezañ a-unan gant galloud hon Aotrou Jezuz-Krist,


Paol, Silvan ha Timote, da Iliz an Desalonikiz a zo e Doue an Tad hag en Aotrou Jezuz-Krist: Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!


d’hor c’haret-mat Apfia, da Arkipuz hor c’henvrezelour, ha d’an Iliz a zo en da di:


Skriv da ael Iliz Efez: Setu ar pezh a lavar an hini a zalc’h ar seizh steredenn en e zorn dehou, an hini a gerzh e-kreiz ar seizh kantolor aour:


Klevout a ris ur vouezh kreñv o tont eus an neñv a lavare: Setu, emañ tabernakl Doue e-touez an dud. Eñ a chomo ganto, int a vo e bobl, ha Doue e-unan a vo en o zouez, bez’ e vo o Doue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos