Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Pêr 1:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Ha mar galvit Tad an hini a varn pep unan hervez e oberoù hep ober van eus den, en em renit eta gant doujañs e-pad an amzer hoc’h eus da dremen amañ,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

17 Ha mar galvit ho Tad an hini pehini, heb sellet ouz apparans an dud, a varn hervez oberou peb hini, en em gunduit gant doujans e‐pad an amzer hoc’h euz da dremen var an douar‐man;

Ver Capítulo Copiar




1 Pêr 1:17
33 Referencias Cruzadas  

Jakob a respontas da Faraon: Deizioù bloavezhioù va firc'hirinadenn a zo kant ha tregont vloaz. Deizioù bloavezhioù va buhez a zo bet berr ha fall, n'o deus ket tizhet deizioù bloavezhioù buhez va zadoù en amzer o firc'hirinadennoù.


Diavaezidi ez omp dirazout, hag ostizidi, evel hon tadoù. Hon deizioù war an douar a zo evel ar skeud, ha n'eus esperañs ebet.


Bremañ ra vo doujañs an AOTROU warnoc'h. Taolit evezh ouzh ar pezh a reot, rak n'eus ket a zireizhder en AOTROU hon Doue, ne ra van eus diavaez an den, nag eus degemeridigezh a brofoù.


Piv a ra van ebet eus ar re vras, ha n'anavez ket ar pinvidig muioc'h eget ar paour? Rak ez int holl oberoù e zaouarn.


Pa gastizez an den en ur c'hourdrouz anezhañ evit e bec'hed, e kuzumez evel an tagn ar pezh a zo priziusañ dezhañ. Ya pep den n'eo nemet c'hwez!  Ehan


lakaat a rin e zorn war ar mor, hag e du dehou war ar stêrioù.


Ar fur a zouj hag a dec'h diouzh an droug, met ar sod a zo rok ha diarvar.


Eürus eo an den a zo dalc'hmat en doujañs, met an hini a galeta e galon a gouezho er sotoni.


Ha me, me am eus lavaret: Penaos e lakain ac'hanout e-touez va mibien, hag e roin dit ur vro a zudioù, gwellañ hêrezh armeoù ar broadoù? Hag em eus lavaret: Va gervel a ri: Va zad! Ha ne zistroi ket diouzhin.


Neuze e troin muzelloù ar pobloù e muzelloù glan, evit ma c'halvin holl anv an AOTROU, evit ma servijint anezhañ a-unvan.


Rak Mab an den a dle dont e gloar e Dad gant e aeled, ha neuze e roio da bep hini hervez e oberoù.


Kas a rejont d’e gavout o diskibien gant an herodianed, da lavarout dezhañ: Mestr, gouzout a reomp penaos out gwirion ha penaos e kelennez hent Doue hervez ar wirionez, hep ober van eus den ebet, rak ne sellez ket ouzh diavaez an dud.


C’hwi eta, pedit evel-henn: Hon Tad hag a zo en neñv, ra vo santelaet da anv,


Gwir eo, lamet int bet kuit abalamour d’o diskredoni, ha te a chom dre ar feiz. Arabat dit lorc’hiñ, met az pez aon,


Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!


Bez’ omp eta bepred leun a fiziañs hag gouzout a reomp penaos e-keit ha ma chomomp er c’horf-mañ emaomp pell diouzh an Aotrou,


O kaout eta hevelep promesaoù, re garet-mat, en em c’hlanaomp eus pep hudurniezh eus ar c’hig hag eus ar spered o kas da benn hor santeladur e doujañs Doue.


Ha setu, an hevelep tristidigezh-se hervez Doue, nag a resevender n’he deus ket degaset ennoc’h, nag a zidamalloù, nag a vrouez, nag a zoujañs, nag a c’hoant, nag a gred, nag a gastiz! Diskouezet hoc’h eus e pep keñver ez oc’h glan en afer-se.


E-keñver ar re a zo kontet evit bezañ tud a-bouez, ne sell ket ouzhin petra int bet gwechall rak Doue ne ra diforc’h ebet e-touez an dud, ar re a zo kontet evit bezañ a-bouez n’o deus lavaret netra din.


evit ma teuio Doue hon Aotrou Jezuz-Krist, an Tad a c’hloar, da reiñ deoc’h ur spered a furnez hag a ziskuliadur en e anaoudegezh,


Evit kement-se eo e plegan an daoulin dirak Tad hon Aotrou Jezuz-Krist,


Ha c’hwi mistri, grit en hevelep doare en o c’heñver ha dilezit ar gourdrouzoù, o c’houzout hoc’h eus ivez evelto ur Mestr en neñv, ha dirazañ n’eus van ebet eus diavaezioù an dud.


Rak an AOTROU ho Toue eo Doue an doueoù had Aotrou an aotrounez, an Doue bras, galloudek ha spontus, na ra van ebet eus diavaezioù an dud ha na gemer ket a zonezon,


Evel-se, re garet-mat, evel ma hoc’h eus atav sentet, nann hepken dirazon met bremañ muioc’h c’hoazh pa’z on ezvezant, labourit d’ho silvidigezh gant doujañs ha krenadenn,


Met an hini a labour gant dislealded a resevo hervez e zislealded, ha n’eus van ebet eus diavaezioù an dud.


Dre-se, o resev ur rouantelezh divrañsellus, miromp ar c’hras evit ma servijimp Doue drezi en un doare a blijo dezhañ, gant keheladur ha gant doujañs,


Hor bezet aon eta, pa’z eo bet lezet ganeomp ur bromesa d’antreal en e ziskuizh, n’en defe unan bennak ac’hanoc’h diskouezet bezañ he dilezet.


Re garet-mat, ho pediñ a ran evel diavaezidi ha beajourien d’en em virout diouzh an droukc’hoantoù kigel a ra brezel ouzh an ene,


met santelait en ho kalonoù an Aotrou Doue. Bezit atav prest d’en em zifenn gant douster ha doujañs e-keñver ar re a c’houlenn kont diouzhoc’h diwar-benn an esperañs a zo ennoc’h,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos