Roue Israel a lavaras da Jozafad: C'hoazh ez eus un den a c'heller goulenn ali digant an AOTROU drezañ, met e gasaat a ran, rak ne vez profedet gantañ mad ebet diwar va fenn, met atav an droug: Mika mab Jimla eo. Jozafad a lavaras: Ra ne gomzo ket ar roue evel-se!
Evel-henn e komz an AOTROU, Dasprener Israel, e Sant, d'an hini a vo disprizet gant an dud, euzhus d'ar bobl, sklav ar renerien: Rouaned a welo anezhañ hag e savint, priñsed ivez hag e stouint dirazañ, abalamour d'an AOTROU a zo feal, ha da Sant Israel en deus da zibabet.
Disprizet ha distaolet gant an dud, den a c'hlac'har, kustumet ouzh ar boan, evel un den a zistroer an dremm dioutañ, disprizet eo ha ne reer van ebet anezhañ.
Selaouit komz an AOTROU, c'hwi a gren d'e gomz: Lavaret eo bet gant ho preudeur a gasa hag a zistaol ac'hanoc'h en abeg da'm anv: Ra ziskouezo an AOTROU e c'hloar! Gwelet e vo evit ho levenez, hag e vint mezhek.
Eürus e viot pa gasaio an dud ac’hanoc’h, pa gasint kuit ac’hanoc’h eus o zouez, pa lavarint dismegañs deoc’h ha pa daolint hoc’h anv evel fall abalamour de Vab an den,
o kreñvaat eneoù an diskibien, oc’h aliañ anezho da genderc’hel er feiz hag o reiñ da anavezout dezho ez eo dre galz a boanioù eo ret deomp mont e rouantelezh Doue.
o sellout ouzh Jezuz, ar rener hag ar peuroberer eus hor feiz, eñ hag en deus gouzañvet ar groaz ha disprizet ar vezhusted abalamour d’al levenez a oa kinniget dezhañ, hag a zo azezet a-zehou da dron Doue.
Tud ha gwragez avoultr, ha n’ouzoc’h ket penaos karantez ar bed a zo enebiezh ouzh Doue? An neb eta a fell dezhañ bezañ mignon d’ar bed en em ra enebour da Zoue.
Gwelit pebezh karantez en deus diskouezet an Tad en hor c’heñver, evit ma vefemp galvet bugale Doue! Dre gement-mañ eo n’anavez ket ar bed ac’hanomp: o vezañ n’en deus ket anavezet anezhañ.