Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Izaia 53:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Disprizet ha distaolet gant an dud, den a c'hlac'har, kustumet ouzh ar boan, evel un den a zistroer an dremm dioutañ, disprizet eo ha ne reer van ebet anezhañ.

Ver Capítulo Copiar




Izaia 53:3
38 Referencias Cruzadas  

Ra vint lamet eus al levr a vuhez, ha ra ne vint ket enskrivet gant ar re reizh.


Rak va ene a zo leuniet a boanioù, ha va buhez a dosta ouzh lec'h ar marv.


Evel-henn e komz an AOTROU, Dasprener Israel, e Sant, d'an hini a vo disprizet gant an dud, euzhus d'ar bobl, sklav ar renerien: Rouaned a welo anezhañ hag e savint, priñsed ivez hag e stouint dirazañ, abalamour d'an AOTROU a zo feal, ha da Sant Israel en deus da zibabet.


Kinniget em eus va c'hein d'ar re a skoe ganin, ha va divjod d'ar re a denne va barv, ne'm eus ket harzet va dremm ouzh an dismegañsoù hag ar c'hrañchadoù.


Evel ma'z eo bet souezhet kalz a dud ouzh da welout, kement e oa disneuziet e zremm e-keñver hini un den, hag e stumm e-keñver hini mab un den,


Plijet eo bet gant an AOTROU e vreviñ, e lakaet en deus er poanioù. Goude bezañ kinniget e ene evel aberzh a gablusted, e welo ul lignez, hiraat a raio e zeizioù, ha plijadur an AOTROU a raio berzh dre e zorn.


Ha koulskoude en deus douget hor c'hleñvedoù, hag eo en em vec'hiet eus hor poanioù. Ha ni a soñje e oa skoet, pilet gant Doue, ha reuziet.


Bremañ dastum da vagadoù, merc'h ar bagadoù. Lakaet eo ar seziz a-enep deomp. Gant ar wialenn e skoont war jod barner Israel.


Hag e lamis kuit tri mêsaer en ur miz hepken, rak va ene en doa kollet pasianted ganto, hag o ene ivez a oa en em zic'houstet diouzhin.


Neuze e krañchjont ouzh e zremm hag e rojont taolioù-dorn dezhañ, ha re all a roe karvanadoù dezhañ


hag a lavarjont dezhañ: Aotrou, deuet eo da soñj deomp penaos an trompler-se a lavaras pa oa bev: A-benn tri devezh ec’h adsavin a varv.


Setu, e pignomp da Jeruzalem, ha Mab an den a vo droukroet d’ar veleien vras ha d’ar skribed. Hag e kondaonint anezhañ d’ar marv hag e troukroint anezhañ d’ar baganed.


Goap a raint anezhañ, e skourjezañ a raint, e krañchint outañ hag e lakaint anezhañ d’ar marv, hag ec’h adsavo a varv d’an trede deiz.


Lavarout a reas dezho: Trist eo va ene betek ar marv, chomit amañ ha beilhit.


Hag e skojont war e benn gant ur gorzenn, e krañchjont outañ hag, o plegañ o glin, e stoujont dirazañ.


Respont a reas dezho: Gwir eo penaos Elia a dle dont da gentañ hag adlakaat pep tra, ha penaos Mab an den, hervez ma’z eo skrivet diwar e benn, a dle gouzañv kalz a draoù ha bezañ disprizet?


Ar farizianed, hag a oa tud pizh, a selaouas kement-se hag a reas goap anezhañ.


Pa voe tost da gêr, o welout anezhi, e ouelas warni hag e lavaras:


Int a reas goap anezhañ, oc’h anavezout e oa marv.


hag e lavaras: Ret eo da Vab an den gouzañv kalz a draoù, bezañ taolet kuit gant an henaourien, gant ar veleien vras ha gant ar skribed, bezañ lakaet d’ar marv, hag adsevel a varv d’an trede deiz.


Neuze ar Yuzevien a respontas dezhañ: Ha n’hon eus ket lavaret mat penaos out ur Samaritan hag ez eus un diaoul ennout?


Jeshurun a zo deuet da vezañ lart hag en deus rebarbet. Deuet out da vezañ lart, tev ha kuilh! Dilezet en deus an Doue en deus graet anezhañ, disprizet en deus roc'h e silvidigezh.


Rak n’hon eus ket ur beleg-meur na c’hellfe ket kaout truez d’hon dinerzhded, er c’hontrol temptet eo bet eveldomp en holl draoù, met hep pec’hiñ.


Eñ eo an hini, e-pad deizioù e gig, o vezañ kinniget pedennoù ha goulennoù gant kriadennoù bras ha gant daeroù d’an hini a c’helle e saveteiñ eus ar marv, hag o vezañ bet selaouet en abeg d’e zoujañs Doue,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos