Embann a rin an dekred: An AOTROU en deus lavaret din: Te eo va Mab, hiziv em eus da c'hanet.
Sant Ian 1:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar Ger a zo bet graet kig hag en deus chomet en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c’hloar, ur gloar evel hini ar Mab nemetañ deuet eus an Tad. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag ar Ger a zo bet great kig, hag hen deuz great he zemeurans en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon euz he c’hloar, eur gloar henvel ouz hini ar Mab unic euz an Tad. |
Embann a rin an dekred: An AOTROU en deus lavaret din: Te eo va Mab, hiziv em eus da c'hanet.
Va c'halon a virvilh evit disklêriañ ur gomz burzhudus. Lavarout a ran: Va oberenn a vo evit ar roue, va zeod a vo evel pluenn ur skrivagner ampart.
Me a selaouo ar pezh a lavar Doue, an AOTROU, rak komz a raio eus peoc'h d'e bobl ha d'e re garet-mat, evit na zistroint ken d'ar follentez.
gloar an AOTROU a vo diskuliet, ha pep kig war un dro a welo anezhañ, rak genoù an AOTROU en deus komzet.
Kresket en deus dirazañ evel ur vroustenn, evel ur wrizienn o tont eus un douar disec'h. N'en deus na neuz na kaerder da zedennañ ar sell, na doare da zegas c'hoant.
Setu perak an AOTROU e-unan a roio deoc'h ur sin: Setu, ar werc'hez a vo brazez hag a c'hano ur mab, a vo anvet Emmanuel.
hag e c’hanas he mab kentañ-ganet. Hag, o vezañ e vailhuret, e lakaas anezhañ en ur c’hraou, rak ne oa ket lec’h evito en ostaleri.
Pêr hag ar re a oa gantañ o doa kement a c’hoant kousket, met, o vezañ dihun-tre, e weljont e c’hloar hag an daou zen a oa gantañ.
Jezuz a lavaras dezhi: Ha ne’m eus ket lavaret dit penaos mar kredez, e weli gloar Doue?
Jezuz a lavaras dezhañ: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuhez. Den ne zeu d’an Tad nemet drezon.
Jezuz a lavaras dezhañ: Keid-all a zo abaoe ma’z on ganeoc’h, ha ne’c’h eus ket va anavezet, Filip? An hini en deus va gwelet en deus gwelet an Tad. Penaos e lavarez: Diskouez deomp an Tad?
Tad, me a c’hoanta e vo ganin ar re ac’h eus roet din, e-lec’h ma’z on, evit ma welint ar gloar ac’h eus roet din, rak va c’haret ec’h eus a-raok krouidigezh ar bed.
Neuze Pilat a lavaras dezhañ: Roue out eta? Jezuz a respontas: Te en lavar, roue on. Evit-se eo ez on bet ganet hag evit-se eo ez on deuet er bed, evit reiñ testeni d’ar wirionez. Piv bennak a zo eus ar wirionez a selaou va mouezh.
Setu e Kana Galilea ar c’hentañ mirakl a reas Jezuz, hag e tiskouezas e c’hloar. E ziskibien a gredas ennañ.
Rak kement en deus Doue karet ar bed m’en deus roet e Vab nemetañ, evit na vo ket kollet piv bennak a gred ennañ, met m’en devo ar vuhez peurbadus.
An hini a gred ennañ n’eo ket barnet, met an hini na gred ket a zo dija barnet, abalamour n’en deus ket kredet en anv Mab nemetañ Doue.
Me eo ar bara bev a zo diskennet eus an neñv. Mar debr unan bennak eus ar bara-mañ, e vevo da viken. Hag ar bara a roin eo va c’hig, a roin evit buhez ar bed.
Doue en deus peurc’hraet anezhi evidomp-ni o bugale, pa en deus adsavet Jezuz a varv, hervez ma’z eo skrivet en eil Salm: Te eo va Mab, hiziv em eus da c’hanet.
Rak ar pezh a oa dibosupl d’al lezenn, abalamour ma oa dinerzh dre ar c’hig, Doue, en ur gas e Vab e-unan en ur c’hig heñvel ouzh hini ar pec’hed, hag en abeg d’ar pec’hed, a gondaonas ar pec’hed er c’hig,
a zo deuet eus lignez an tadoù, ha diouto eo deuet Krist hervez ar c’hig, an hini a zo Doue dreist an holl draoù, benniget da virviken. Amen.
An den kentañ, o vezañ eus an douar, a zo douarel, an eil den, an Aotrou, a zeu eus an neñv.
ha lavaret en deus din: Va gras a zo a-walc’h evidout, rak va galloud en em ziskouez en dinerzded. Tennañ a rin gloar eta kentoc’h eus va dinerzhded, evit ma chomo galloud Krist ennon.
Met pa’z eo deuet an amzerioù merket, Doue en deus kaset e Vab, ganet eus ur wreg, ganet dindan al lezenn,
Ar c’hras-se a zo bet roet din-me, an disterañ eus an holl sent, evit prezeg e-touez ar baganed pinvidigezhioù digomprenus Krist
Hep arvar bras eo mister an doujañs-Doue: Doue a zo en em ziskouezet er c’hig, reishaet dre ar Spered, gwelet gant an aeled, prezeget e-touez ar broadoù, kredet er bed, savet er gloar.
Hemañ a zo splannder skedus e c’hloar hag heñvelder e bersonelezh, derc’hel a ra an holl draoù dre e c’her galloudek. Eñ en deus graet e-unan ar c’hlanidigezh eus hor pec’hedoù hag a zo en em azezet a-zehou d’ar Veurdez doueel el lec’hioù uhel meurbet.
rak da behini eus an aeled en deus Doue biskoazh lavaret: Te eo va Mab, da c’hanet em eus hiziv? Pe c’hoazh: Me a vo un Tad dezhañ, hag eñ a vo ur Mab din?
Dre-se, o tont er bed, eñ a lavar: Ne’c’h eus c’hoantaet nag aberzhoù na profoù, met roet ec’h eus din ur c’horf,
Rak hag an hini a santela hag ar re a zo santelaet a zeu eus unan hepken. Abalamour da-se n’en deus ket mezh ouzh o gervel e vreudeur,
Evel-se ivez Krist n’en deus ket kemeret evitañ e-unan ar gloar da vezañ beleg-meur, met resevet en deus digant an hini en deus lavaret: Te eo va Mab, da c’hanet em eus hiziv.
Ha ni hon eus gwelet hag e roomp testeni penaos an Tad en deus kaset ar Mab evel Salver ar bed.
E kement-mañ eo en em ziskouezet karantez Doue en hor c’heñver: kaset en deus Doue e Vab nemetañ er bed evit ma vevimp drezañ.
Rak meur a doueller a zo deuet e-barzh ar bed ha n’anzavont ket ez eo deuet Jezuz-Krist er c’hig. Hennezh eo an toueller hag an enepkrist.
Klevout a ris ur vouezh kreñv o tont eus an neñv a lavare: Setu, emañ tabernakl Doue e-touez an dud. Eñ a chomo ganto, int a vo e bobl, ha Doue e-unan a vo en o zouez, bez’ e vo o Doue.