Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Hebreed 1:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 rak da behini eus an aeled en deus Doue biskoazh lavaret: Te eo va Mab, da c’hanet em eus hiziv? Pe c’hoazh: Me a vo un Tad dezhañ, hag eñ a vo ur Mab din?

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

5 Rag da behini euz an elez hen deuz Doue gwech e‐bed lavaret: Te eo va Mab, hirio em euz da anjandret? Ha c’hoas: Me a vezo Tad dezhan, hag hen a vezo va Mab?

Ver Capítulo Copiar




Hebreed 1:5
8 Referencias Cruzadas  

Me a vo evitañ un tad, hag eñ a vo evidon ur mab. Mar gwallc'hra, e kastizin anezhañ gant gwialenn an dud ha gant goulioù mibien an dud,


Me a vo evitañ un tad, hag eñ a vo evidon ur mab, ha ne lamin ket digantañ va gras, evel ma em eus he zennet digant an hini a oa ez raok.


Eñ eo a savo un ti da'm anv. Eñ a vo evidon ur mab, ha me a vo evitañ un tad, hag e startain tron e rouantelezh war Israel da viken.


Hag en deus lavaret din: Salomon da vab eo a savo va zi ha va leurennoù, rak e zibabet em eus evidon evel mab, ha me a vo evitañ un tad.


Embann a rin an dekred: An AOTROU en deus lavaret din: Te eo va Mab, hiziv em eus da c'hanet.


Doue en deus peurc’hraet anezhi evidomp-ni o bugale, pa en deus adsavet Jezuz a varv, hervez ma’z eo skrivet en eil Salm: Te eo va Mab, hiziv em eus da c’hanet.


Evel-se ivez Krist n’en deus ket kemeret evitañ e-unan ar gloar da vezañ beleg-meur, met resevet en deus digant an hini en deus lavaret: Te eo va Mab, da c’hanet em eus hiziv.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos