Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 9:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

32 Pêr hag ar re a oa gantañ o doa kement a c’hoant kousket, met, o vezañ dihun-tre, e weljont e c’hloar hag an daou zen a oa gantañ.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

32 Hogen Per hag ar re a oa ganthan a oa maro gant ar c’hoant‐kousket, ha pa oent dihunet, e veljont he c’hloar hag an daou zen a oa ganthan.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 9:32
13 Referencias Cruzadas  

An heol ne vo ken da sklêrijenn e-pad an deiz, gouloù al loar ne sklêrijenno ket ac'hanout, met an AOTROU a vo evidout ur sklêrijenn beurbadus, ha da Zoue a vo da c'hloar.


Hag e klevis mouezh e gomzoù, ha pa em boe o c'hlevet e kouezhis war va dremm o kousket, va dremm d'an douar.


Evel ma komze ouzhin e chomis sabatuet war va dremm d'an douar. Hag e stokas ouzhin hag e reas din en em zerc'hel em sav el lec'h ma oan.


Distreiñ a reas hag o c’havas adarre kousket, rak o daoulagad a oa pounneraet, ha ne ouient petra da lavarout dezhañ.


Ar Ger a zo bet graet kig hag en deus chomet en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c’hloar, ur gloar evel hini ar Mab nemetañ deuet eus an Tad.


Tad, me a c’hoanta e vo ganin ar re ac’h eus roet din, e-lec’h ma’z on, evit ma welint ar gloar ac’h eus roet din, rak va c’haret ec’h eus a-raok krouidigezh ar bed.


Rak n’eo ket oc’h heuliañ mojennoù savet gant ampartiz hon eus roet deoc’h da anavezout galloud ha donedigezh hon Aotrou Jezuz-Krist, met goude bezañ gwelet e splannder gant hon daoulagad hon-unan.


Re garet-mat, ni a zo bremañ bugale Doue hag ar pezh a vimp n’eo ket bet c’hoazh diskouezet. Met anavezout a reomp penaos pa vo diskouezet, e vimp heñvel outañ abalamour ma welimp anezhañ evel ma’z emañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos