Galated 5:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Breudeur, galvet oc’h bet d’ar frankiz, koulskoude na gemerit ket digarez eus ar frankiz-se evit bevañ hervez ar c’hig, met bezit dre garantez servijer an eil d’egile.
Breudeur, galvet oc’h bet d’al liberte; mes diwallit, var digarez al liberte‐ze, da veva hervez ar c’hig; mes deuit da blega an eil d’egile dre garantez.
Spered an Aotrou AOTROU a zo warnon, setu perak en deus va olevet an AOTROU evit prezeg ar c'heloù mat d'ar beorien. Kaset en deus ac'hanon evit yac'haat ar re o deus ar galon flastret, evit embann an dieubidigezh d'ar re zalc'het hag ar frankiz d'ar re doullbac'het,
Spered an Aotrou a zo warnon, dre-se en deus va olevet da brezeg ar c’heloù mat d’ar beorien. Kaset en deus ac’hanon da yac’haat ar re o deus ar c’halon flastret, da embann an dieubidigezh d’ar re zalc’het ha distro ar gweled d’ar re dall, da gas diere ar re gwasket,
Diskouezet em eus deoc’h en holl draoù penaos en ur labourat evel-se ez eo ret sikour ar re wan ha kaout soñj eus gerioù an Aotrou Jezuz, en deus lavaret e-unan: Muioc’h a eürusted a zo o reiñ eget o resev.
Me a zispigno a galon-vat hag en em zispigno c’hoazh va-unan evit hoc’h eneoù, petra bennak ma vin karet nebeutoc’h, o karout ac’hanoc’h gant kement a garantez.
Ha kement-se a c’hoarvezas abalamour d’ar fals-vreudeur antreet e kuzh en hon touez, deuet e-barzh evit spiañ al librentez hon eus e Jezuz-Krist, hag evit hol lakaat e sklaverezh.
o prometiñ dezho al librentez, petra bennak ma’z int o-unan sklavourien eus ar vreinadurezh, rak dont a ra pep hini da vezañ sklavour eus ar pezh a zo trec’h warnañ.
Rak en em silet ez eus en ho touez hiniennoù a zo skrivet abaoe pell ’zo o c’hondaonidigezh, tud na zouj ket Doue, a dro gras hon Doue e dirollerezh, hag a zinac’h Doue ar Mestr hepken ha Jezuz-Krist hon Aotrou.