Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Galated 5:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Ra vo lamet kuit ar re a drubuilh ac’hanoc’h!

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

12 Plijet gant Doue ma vije lammet kuit ar re a deu d’ho troubli!

Ver Capítulo Copiar




Galated 5:12
18 Referencias Cruzadas  

Ar par diamdroc'h, an hini na vo ket bet amdroc'het en e gig, a vo lamet a-douez e bobl: torret en deus va emglev.


Neuze Laban a lavaras: Ac'hanta! Ra vo evel ma ec'h eus lavaret.


E-pad seizh devezh e tebrot bara hep goell. Adalek an deiz kentañ e lamot ar goell eus ho tiez. Rak adalek an deiz kentañ betek ar seizhvet devezh, pep den a zebro bara goet a vo lamet eus Israel.


An hini a raio un aozadur heñvel hag an hini a lakaio dioutañ war un diavaeziad a vo lamet eus e bobl.


Lavar: Pep den eus ho tiskennidi, e-touez ho lignez, hag a dostaio ouzh traoù santel o devo santelaet mibien Israel d’an AOTROU, hag en devo un dra dic’hlan warnañ, an den-se a vo lamet azirazon. Me eo an AOTROU.


Respont a rejont dezhañ: Te a zo bet ganet holl er pec’hed hag e kelennez ac’hanomp! Hag e kasjont anezhañ kuit.


Evel ma hon eus anavezet penaos hiniennoù deuet eus hon touez o deus trubuilhet ac’hanoc’h gant o frezegennoù, o vrañsellat hoc’h eneoù en ur lavarout eo ret bezañ amdroc’het ha mirout al lezenn, ar pezh n’hon eus ket gourc’hemennet dezho,


Ananiaz, pa glevas ar c’homzoù-se, a gouezhas hag a varvas. Ur spont bras a zeuas war ar re holl a glevas komz a gement-se.


Neuze Pêr a lavaras dezhi: Penaos hoc’h eus en em glevet etrezoc’h evit temptañ Spered an Aotrou? Setu, ar re o deus sebeliet da bried a zo e-tal an nor; hag e tougint ac’hanout er-maez.


Diwar-benn re an diavaez, Doue o barn. Lamit an den fall eus ho touez.


Ha kement-se a c’hoarvezas abalamour d’ar fals-vreudeur antreet e kuzh en hon touez, deuet e-barzh evit spiañ al librentez hon eus e Jezuz-Krist, hag evit hol lakaat e sklaverezh.


Ar fiziañs-mañ am eus ennoc’h en Aotrou penaos ne soñjot ket en un doare all. Met an hini a drubuilh ac’hanoc’h a zougo ar poan a gement-se, n’eus forzh piv bennak eo.


Un den gant kelloù friket pe gant ar c'halc'h troc'het ned aio ket e bodadenn an AOTROU.


Pella diouzhit an den a zegas an dizunvaniezh, goude bezañ e gemennet ur wech kentañ hag un eil gwech,


Mibien Israel ne c'hello ket derc'hel ouzh o enebourien, treiñ a raint o c'hein dirak o enebourien, rak lakaet int da verz. Ne vin ken ganeoc'h ma ne lamit ket an traoù lakaet da verz eus ho touez.


Jozue a lavaras: Perak ec'h eus trubuilhet ac'hanomp? An AOTROU a drubuilho ac'hanout hiziv. Hag holl Israel a veinataas anezhañ. Devet e voent en tan, goude bezañ meinataet.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos