Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Galated 5:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Evidon-me, breudeur, mar prezegan an amdroc’h, perak ez on c’hoazh heskinet? Neuze ar maen-kouezh eus ar groaz a vefe aet da netra.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

11 Evidoun‐me, breudeur, mar prezegan c’hoas ar circoncision, perag e persecuter c’hoas ac’hanoun? Distrujet eo ar scandal euz ar groaz!

Ver Capítulo Copiar




Galated 5:11
17 Referencias Cruzadas  

Eñ a vo ur santual, met ivez ur maen-kouezh hag ur roc'h a wallskouer evit an daou di eus Israel, ur pech hag ur roued evit tud Jeruzalem.


Paol a fellas dezhañ e teuje gantañ. E gemer a reas hag ec’h amdroc’has anezhañ abalamour d’ar Yuzevien a oa el lec’h-se, rak an holl a ouie e oa Gresian e dad.


Klevet o deus penaos e kelennez d’an holl Yuzevien a zo e-touez ar baganed kuitaat Moizez, o lavarout dezho na dleont ket amdroc’hañ o bugale na derc’hel ar gizioù.


o krial: Tud a Israel, sikourit ac’hanomp! Setu an den a brezeg e pep lec’h ha dirak an holl a-enep ar bobl, a-enep al lezenn hag a-enep al lec’h-mañ. Degaset en deus gantañ zoken Gresianed e-barzh an templ ha disakret en deus al lec’h santel-mañ.


Rak prezeg ar groaz a zo ur follentez evit ar re a ya da goll, met evit ar re a zo salvet, da lavarout eo evidomp, eo galloud Doue.


ni a brezeg Krist kroazstaget, abeg da gouezhañ evit ar Yuzevien ha follentez evit ar C’hresianed,


Ha perak omp-ni hon-unan da bep eur en arvar?


Ha Tit e-unan, hag a oa ganin, ne voe ket rediet da vezañ amdroc’het, petra bennak ma oa Gresian.


O Galated diskiant! Piv en deus ho strobinellet evit na sentfec’h ken ouzh ar wirionez, c’hwi hag a zo bet diskouezet Jezuz-Krist ken sklaer dirak ho taoulagad evel kroazstaget ennoc’h?


hag evel ma oa neuze heskinet an hini a oa bet ganet hervez ar Spered gant an hini a oa bet ganet hervez ar c’hig, evel-se emañ ivez bremañ.


Ar re holl a fell dezho plijout hervez ar c’hig a vount ac’hanoc’h start da vezañ amdroc’het, ha kement-se hepken evit na vint ket heskinet abalamour da groaz Krist.


A-hend-all na zeuio den d’ober poan din, rak dougen a ran em c’horf merkoù an Aotrou Jezuz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos