Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Galated 5:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Rak al lezenn a-bezh a zo peurc’hraet en ur ger hepken, en hemañ: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

14 Rag al lezen holl a zo en eur gomz hep‐ken, houman: Karoud a ri da nessa evel‐d’oud da‐unan.

Ver Capítulo Copiar




Galated 5:14
14 Referencias Cruzadas  

N’en em veñji ket ha ne zalc’hi ket kaz ouzh mibien da bobl. Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. Me eo an AOTROU.


An diavaeziad a zo o chom en ho touez a vo evel un henvroad, hag e karot anezhañ rak diavaezidi oc’h bet e bro Ejipt. Me eo an AOTROU ho Toue.


Kement tra a fell deoc’h e rafe an dud deoc’h, grit eta anezhañ dezho, rak-se eo al lezenn hag ar brofeded.


Ha setu an eil a zo heñvel outañ: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. N’eus ket a c’hourc’hemennoù all brasoc’h eget ar re-mañ.


ha penaos karout anezhañ eus e holl galon, eus e holl soñj, eus e holl ene, eus e holl nerzh, ha karout e nesañ eveltañ e-unan a zo mui eget an holl loskaberzhoù hag ar sakrifisoù.


Reiñ a ran deoc’h ur gourc’hemenn nevez: Ma en em garot an eil egile evel ma em eus ho karet, ma en em garot ivez an eil egile.


Souezhet on ho pefe dilezet ken buan an hini en deus ho kalvet da c’hras Krist evit heuliañ un aviel all,


Dougit bec’hioù an eil egile hag e peurc’hrot evel-se lezenn Krist.


Pal ar gourc’hemenn eo ar garantez a zeu eus ur galon c’hlan, eus ur goustiañs vat hag eus ur feiz wirion.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos