Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Galated 5:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Met mar en em dagit ha mar en em zebrit an eil egile, lakait evezh na vefec’h distrujet an eil gant egile.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

15 Mes mar deuit da gregi gant ho tent, ha d’en em zevori an eil egile, diwallit ne deufec’h da veza distrujet an eil gant egile.

Ver Capítulo Copiar




Galated 5:15
16 Referencias Cruzadas  

Gwarizi Efraim a dec'ho kuit, hag e waskerien a vo lamet eus Juda. Efraim ne vo ken avius ouzh Juda, ha Juda ne wasko ken Efraim.


ha mar d-eo un ti a-enep dezhañ e-unan, ne c’hell ket an ti-se padout.


Rak pa’z eo gwir ez eus en ho touez gwarizi, tabutoù ha diemglevioù, ha n’oc’h ket kigel ha ne gerzhit ket hervez an dud?


Mar deu unan bennak d’ho mestroniañ, d’ho lonkañ, da gregiñ ennoc’h, mar en em uhela, pe mar sko ac’hanoc’h war ho tremm, e c’houzañvit anezhañ.


Rak aon am eus, pa’z in d’ho kavout, na gavin ket ac’hanoc’h evel ma fell din, ha na gavot ket ac’hanon evel ma fell deoc’h, na vo tabutoù, gwarizi, kasonioù, dirollerezh, droukkomzoù, falstamalloù, ourgouilh, trubuilhoù,


idolerezh, sorserezh, kasoni, enebiezh, gwarizi, fulor, tabutoù, disranniezh, falskredennoù,


Na glaskomp ket ur gloar aner, oc’h en em vroudañ an eil egile hag o kaout avi an eil ouzh egile.


Diwallit diouzh ar chas, diwallit diouzh ar labourerien fall, diwallit diouzh ar fals amdroc’hidi.


Lakait evezh na zeufe den da dromplañ ac’hanoc’h gant ar filozofiezh pe gant touelloù aner, hervez hengoun an dud, hervez kentañ kentelioù ar bed, ha nann hervez Krist.


Met mar d-eus ur gred c’hwerv hag ur c’hoant a dabut en ho kalon, na dennit ket gloar ha na lavarit gaou ebet a-enep ar wirionez.


Abimelek hag ar strollad a oa gantañ a yeas war-raok hag en em zalc'has ouzh toull dor kêr. An daou strollad all en em daolas war an holl re a oa er-maez hag o disc'hreas.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos