Neuze an hini en doa resevet ar pemp talant a yeas, o lakaas da dalvezout hag a c’hounezas pemp talant all.
Filemon 1:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned evit ma vo efedus oberenn da feiz nerzhus en ur lakaat da c’houzout an holl vat en em ra en ho touez e Jezuz-Krist. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) evit ma teui ar feiz, oc’h en em skullia euz an eil var egile, da gaoud nerz, dre an anaoudegez euz an holl vad a rer en ho touez, evit Jesus‐Christ. |
Neuze an hini en doa resevet ar pemp talant a yeas, o lakaas da dalvezout hag a c’hounezas pemp talant all.
Ra lugerno evel-se ho sklêrijenn dirak an dud, evit ma welint ho madoberoù ha ma teuint da reiñ gloar d’ho Tad a zo en neñvoù.
hag evel-se traoù kuzhet e galon a vo disklêriet hag, o kouezhañ d’an douar, ec’h azeulo Doue hag ec’h embanno emañ e gwirionez Doue en ho touez.
rak un nor vras a zo digor din gant esperañs a c’hounid, met kalz a enebourien a zo eno.
A-hend-all, breudeur, kement a zo gwirion, kement a zo onest, kement a zo reizh, kement a zo glan, kement a zo karantezus, kement a zo a vrud vat, hag a zo ennañ ur vertuz bennak hag a zo dellezek a veuleudi, ra zalc’ho an holl draoù-se en ho soñjoù.
Setu perak ivez, abaoe an deiz ma hon eus klevet kement-se, n’hon eus ket paouezet da bediñ evidoc’h ha da c’houlenn ma vefec’h leuniet eus anaoudegezh e volontez, e pep furnez ha klevidigezh speredel,
hag o vezañ gwisket an den nevez a zo nevesaet en anaoudegezh, hervez skeudenn e Grouer.
Rak Doue n’eo ket direizh evit ankounac’haat hoc’h oberoù ha labour ho karantez hoc’h eus diskouezet evit e anv, o vezañ sikouret hag o sikour c’hoazh ar sent.
Va breudeur, petra a dalvezo da un den lavarout en deus ar feiz ma n’en deus ket an oberoù? Hag ar feiz-se a c’hello e salviñ?
oc’h en em ren en un doare onest e-touez ar baganed, evit ma teuint da reiñ gloar da Zoue e deiz ar weladenn, o welout hoc’h oberoù mat e-lec’h droukkomz diwar ho penn evel pa vefec’h torfedourien.
En hevelep doare, gwragez, sentit ouzh hoc’h ezhec’h hoc’h-unan, evel-se mar d-eus hiniennoù na sentont ket ouzh ar ger, e vint gounezet hep ar ger dre gundu o gwragez,
o kaout ur goustiañs vat, evit ma vo mezhekaet er pezh a lavar a-enep deoc’h ar re a zeu da damall ho kundu vat e Krist, evel pa vijec’h torfedourien.
Rak ma en em gav an traoù-se ennoc’h ha mar fonnont, ne lezint ac’hanoc’h na didalvez na difrouezh en anaoudegezh hon Aotrou Jezuz-Krist.