Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




S. Jakes 2:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Va breudeur, petra a dalvezo da un den lavarout en deus ar feiz ma n’en deus ket an oberoù? Hag ar feiz-se a c’hello e salviñ?

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

14 Va breudeur, petra a dalvezo da eun den lavaret hen deuz ar feiz, mar n’hen deuz ket an oberou? Daoust hag ar feiz‐ze a hell hen sauvetaad?

Ver Capítulo Copiar




S. Jakes 2:14
31 Referencias Cruzadas  

Setu e fiziit e komzoù touellus, hep gounid ebet.


Rak, me a lavar deoc’h, ma ne d-a ket ho reizhder dreist hini ar skribed hag ar farizianed, n’antreot ket e rouantelezh an neñvoù.


Eñ a respontas dezho: An neb en deus daou gwiskamant ra roio unan d’an hini n’en deus ket, hag an neb en deus boued ra zeuio d’ober an hevelep tra.


Met an hini a selaou ha ne sent ket, a zo heñvel ouzh un den a sav e di war an douar, hep diazez. An doureier o vezañ skoet gant nerzh a-enep dezhañ, kouezhet eo kerkent ha diskar an ti-se a zo bet bras.


n’en deus graet diforc’h ebet etre ni hag int, o vezañ glanaet o c’halonoù dre ar feiz.


Simon e-unan a gredas ivez. O vezañ bet badezet, ne bellaas ken diouzh Filip. O welout ar mirakloù hag ar burzhudoù bras a veze graet, e oa sabatuet.


N’eus evidout na perzh na lod e kement-mañ, rak da galon n’eo ket eeun dirak Doue.


Gwir eo ez eo an amdroc’h talvoudek mar virez al lezenn, met mar d-out un torrer eus al lezenn, da amdroc’h a zeu da vezañ diamdroc’h.


hag oc’h salvet drezañ, mar en mirit start evel ma em eus e brezeget deoc’h. Anez o pefe kredet en aner.


Ma ez eus unan bennak na gar ket an Aotrou Jezuz-Krist, ra vo milliget! Maranata!


Breudeur, galvet oc’h bet d’ar frankiz, koulskoude na gemerit ket digarez eus ar frankiz-se evit bevañ hervez ar c’hig, met bezit dre garantez servijer an eil d’egile.


Rak e Jezuz-Krist an amdroc’h ne servij da netra, nag an diamdroc’h, met ar feiz o labourat dre ar garantez.


o kaout soñj bepred, dirak Doue hon Tad, eus oberenn ho feiz, eus labour ho karantez hag eus started hoc’h esperañs en hon Aotrou Jezuz-Krist.


Pal ar gourc’hemenn eo ar garantez a zeu eus ur galon c’hlan, eus ur goustiañs vat hag eus ur feiz wirion.


rak embreg ar c’horf a zo mat da nebeut a dra, met doujañs-Doue a zo talvoudek d’an holl draoù, o kaout ar bromesa eus ar vuhez a-vremañ hag eus an hini da zont.


Disklêriañ a reont anavezout Doue, met e zinac’h a reont dre o oberoù, o vezañ euzhus, disent, didalvez e-keñver pep ober mat.


Ar ger-mañ a zo gwir hag e fell din e asurez gant nerzh an traoù-mañ, evit ma lakaio ar re o deus kredet e Doue d’en em reiñ d’an oberoù mat. Setu an traoù a zo mat ha talvoudus d’an dud.


Dre ar feiz Abraham a ginnigas Izaak pa voe amprouet; an hini en doa resevet ar promesaoù a ginnigas e vab nemetañ,


N’en em lezit ket da vezañ stlejet dre gelennadurezhioù a bep seurt hag estren, rak mat eo e vefe ar galon nerzhet gant ar c’hras ha nann gant bouedoù n’o deus servijet da netra d’ar re staget outo.


Va breudeur karet-mat, na vezit ket tromplet,


ha mar lavar unan bennak ac’hanoc’h dezho: It e peoc’h, en em dommit ha debrit ho kwalc’h, ha ma ne rofec’h ket dezho ar pezh o deus ezhomm evit ar c’horf, da betra e servije kement-se?


Met unan bennak a lavaro: Te ac’h eus ar feiz, ha me am eus an oberoù. Diskouez din da feiz hep da oberoù, ha me a ziskouezo dit va feiz dre va oberoù.


Evel ma’z eo marv ar c’horf hep ar spered, evel-se eo marv ar feiz hep an oberoù.


E kement-se eta, degasit hoc’h holl aked evit unaniñ asambles gant ho feiz ar vertuz, gant ar vertuz ar c’houiziegezh,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos