Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Pêr 1:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Rak ma en em gav an traoù-se ennoc’h ha mar fonnont, ne lezint ac’hanoc’h na didalvez na difrouezh en anaoudegezh hon Aotrou Jezuz-Krist.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 Rag ma ema an traou‐ze enoc’h, ha mar emaint en abondans, ne lezint ket ac’hanoc’h da veza na didalvez, na difrouez en anaoudegez euz hon Aotrou Jesus‐Christ.

Ver Capítulo Copiar




2 Pêr 1:8
33 Referencias Cruzadas  

Al leziregezh a zegas ar morgousk, hag an ene didalvez en devo naon.


An hini en deus degemeret an had e-touez an drein, eo an hini a glev ar ger, met prederioù ar bed-mañ ha tromplerezh ar pinvidigezhioù a voug ar ger hag e laka difrouezh.


Mont a reas er-maez war-dro an deirvet eur hag e welas re all a oa war ar blasenn hep ober netra.


O vezañ aet er-maez war-dro an unnekvet eur, e kavas re all a oa dilabour hag e lavaras dezho: Perak en em zalc’hit amañ a-hed an deiz hep ober netra?


Met e aotrou a respontas dezhañ: Servijer fall ha diegus, gouzout a ouies penaos e vedan e-lec’h na’m eus ket hadet hag e tastuman e-lec’h na’m eus ket strewet,


Lemel a ra kuit kement brank ennon na zoug ket a frouezh hag e tivarr kement brank a zoug frouezh, evit ma tougo c’hoazh muioc’h a frouezh.


Hag ar vuhez peurbadus eo ma’c’h anavezint ac’hanout, te ar gwir Doue nemetañ, ha Jezuz-Krist, an hini ac’h eus kaset.


Met hoc’h anavezan, n’emañ ket karantez Doue ennoc’h hoc’h-unan.


E-keñver ar gred, na vezit ket didalvez. Bezit birvidik er spered. Servijit an Aotrou.


Evel-se, va breudeur karet-mat, bezit start, divrall, o labourat muioc’h-muiañ en oberenn an Aotrou, oc’h anavezout penaos n’eo ket didalvoud ho labour en Aotrou.


En em eveshait hoc’h-unan da welout hag emaoc’h er feiz, en em amprouit hoc’h-unan. Ha n’anavezit ket hoc’h-unan penaos emañ Jezuz-Krist ennoc’h? Nemet e vefec’h marteze diveulet.


penaos, o vezañ bet amprouet dre galz a c’hlac’haroù, e-kreiz puilhentez o levenez hag o brasañ paourentez, o deus skuilhet gant fonnder madoù o largentez.


Evel ma fonnit e pep tra, e feiz, e ger, en anaoudegezh, e gred a bep doare, e karantez evidomp, fonnit ivez en oberenn-mañ a c’hras.


Pediñ a reont evidoc’h, o karout ac’hanoc’h kalz abalamour d’ar c’hras c’hwek en deus graet Doue deoc’h.


Pediñ a ran evit kement-mañ, evit ma kresko ho karantez muioc’h muiañ e pep anaoudegezh hag e pep skiant,


Ra vo ennoc’h an hevelep soñjoù hag ar re a oa e Jezuz-Krist,


Ya, sellout a ran pep tra evel ur c’holl, abalamour da zreistelezh anaoudegezh Jezuz-Krist va Aotrou. Kollet em eus an holl draoù evitañ, hag e sellan outo evel loustoni, evit ma c’hounezin Krist


en hevelep doare ma en em renit en un doare dellezek eus an Aotrou, evit plijout dezhañ en holl draoù, o tougen frouezh e pep seurt oberoù mat hag o kreskiñ en anaoudegezh Doue,


gwriziennet ha diazezet ennañ, kreñvaet er feiz evel ma hoc’h eus bet desket, o fonnañ enni gant trugarezioù.


Ra chomo ger Krist gant fonnder ennoc’h e pep furnez; en em gelennit hag en em aliit an eil egile dre salmoù, meulganoù ha kanaouennoù speredel, o kanañ en ho kalonoù d’an Aotrou gant anaoudegezh vat.


ha ra lakaio ac’hanoc’h an Aotrou da greskiñ ha da fonnañ er garantez an eil e-keñver egile hag e-keñver an holl, evel ma hon eus-ni en ho keñver,


A-hend-all, breudeur, goude bezañ desket ganeomp e peseurt doare eo ret en em ren evit plijout da Zoue, ni ho ped hag hoc’h ali start en Aotrou Jezuz ma fonnot e kement-se bepred muioc’h-muiañ.


Breudeur, ret eo deomp trugarekaat Doue dalc’hmat evidoc’h, evel ma’z eo dereat, abalamour ma kresk ho feiz muioc’h-muiañ ha ma fonn ar garantez hoc’h eus an eil e-keñver egile,


Ha gant kement-se, o vezañ didalvez, en em gustumont da vont eus an eil ti d’egile, ha n’int ket hepken didalvez, met ivez komzerezed ha kurius, o lavarout traoù n’int ket dereat.


Ra zesko hor re ivez d’ober traoù mat en ezhommoù ret, evit na chomint ket difrouezh.


evit ma vo efedus oberenn da feiz nerzhus en ur lakaat da c’houzout an holl vat en em ra en ho touez e Jezuz-Krist.


evit na zeuot ket didalvez, met ma teuot heñvel ouzh ar re o deus ar promesaoù da hêrezh dre ar feiz ha dre ar basianted.


Ra vo kresket ar c’hras hag ar peoc’h ennoc’h dre anaoudegezh Doue hag hon Aotrou Jezuz!


E c’halloud doueel en deus roet deomp kement a sell ouzh ar vuhez hag ouzh doujañs-Doue, dre anaoudegezh an hini en deus hor galvet dre e c’hloar hag e vertuz.


Goude bezañ tec’het diouzh hudurniezh ar bed dre anaoudegezh an Aotrou ha Salver Jezuz-Krist, mar deuont d’en em reiñ a-nevez e-barzh ha da vezañt trec’het, o stad diwezhañ a vo gwashoc’h eget an hini kentañ.


Met kreskit e gras hag en anaoudegezh hon Aotrou ha Salver Jezuz-Krist. Dezhañ ra vo ar gloar, bremañ hag evit ar beurbadelezh! Amen.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos