Ester 7:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e krougjont Haman ouzh ar post en doa prientet evit Mardoke. Hag e voe sioulaet kounnar ar roue. |
Goude an traoù-se, pa voe sioulaet kounnar ar roue Asueruz, en doe soñj eus Vasti hag eus ar pezh he doa graet, hag eus ar pezh en doa divizet en he c'heñver.
Zeresh e wreg, hag e holl vignoned, a lavaras: Ra vo graet ur post-kroug uhel a hanter-kant ilinad, ha warc'hoazh beure lavar d'ar roue ma vo krouget Mardoke eno, ha kae laouen d'ar fest gant ar roue. An dra-se a blijas da Haman, hag e reas ober ar post-kroug.
Hag ar roue, en e fulor, a savas eus ar fest hag a yeas e liorzh ar palez. Haman a chomas evit azgoulenn e vuhez digant ar rouanez Ester, rak gwelout a rae en doa divizet ar roue e goll.
Pa zistroas ar roue eus liorzh ar palez da di ar fest, Haman a oa kouezhet war ar gwele ma oa Ester warnañ. Ar roue a lavaras: Hag e vefe feuls e-keñver ar rouanez dirazon, en ti-mañ? Adalek ma voe deuet ar gomz-se eus genoù ar roue, e voe goloet e zremm da Haman.
Neuze ar roue Asueruz a lavaras d'ar rouanez Ester ha d'ar Yuzev Mardoke: Setu, roet em eus ti Haman da Ester, ha krouget eo bet d'ar post-kroug dre m'en doa astennet e zorn a-enep ar Yuzevien.
Hag ar roue a urzhias ober evel-se. An urzh a voe embannet e Suza, ha dek mab Haman a voe lakaet a-ispilh.
met pa voe deuet Ester dirak ar roue, hemañ a c'hourc'hemennas dre lizheroù ma kouezhfe war benn Haman an irienn fall en doa ijinet a-enep ar Yuzevien, ha ma vefe krouget, eñ hag e vibien, ouzh ar post.
Tec'hout a raio evel un huñvre, ne vo ken kavet, mont a raio da netra evel ur weledigezh en noz.
Lakaat a raio da gouezhañ warno o direizhder, o distrujañ a raio dre o fallagriezh o-unan. An AOTROU hon Doue o distrujo.
An hini a glask ar mad a resev grad-vat, met an droug a erruo gant an hini a red war e lerc'h.
An hini a doull ur poull a gouezho ennañ, hag an hini a ruilh ur maen a welo anezhañ o tistreiñ warnañ.
Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: N'hoc'h eus ket sentet ouzhin oc'h embann ar frankiz, pep hini evit e vreur, pep hini evit e nesañ. Setu ec'h embannan en hoc'h enep, eme an AOTROU, frankiz ar c'hleze, ar vosenn hag an naonegezh. Hag ho lakain da vezañ un euzh dre holl rouantelezhioù an douar.
Sevenet e vo va c'hounnar, hag e paouezo va fulor warno, hag em bo keuz. Pa em bo sevenet va fulor a-enep dezho, e ouezint penaos me an AOTROU am eus komzet em gwarizi.
War urzh ar roue, an dud o doa tamallet Daniel a voe degaset ha taolet e foz al leoned, int, o mibien hag o gwragez. A-raok m'o doa stoket ouzh foñs ar foz, al leoned a grogas enno hag a vruzunas o holl eskern.
Neuze ar roue Dariuz a skrivas d'an holl bobloù, broadoù ha yezhoù, a oa o chom war an douar holl: Ra vo kresket ar peoc'h ganeoc'h!
Goude e c'halvas ac'hanon hag e lavaras din: Gwel, ar re a ya etrezek bro an hanternoz a laka va Spered da chom war vro an hanternoz.
Samzun a lavaras: Evel-se eo e rit-hu? Koulskoude ne baouezin ket, ken na'm bo veñjañs diouzhoc'h.