Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Daniel 6:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

24 War urzh ar roue, an dud o doa tamallet Daniel a voe degaset ha taolet e foz al leoned, int, o mibien hag o gwragez. A-raok m'o doa stoket ouzh foñs ar foz, al leoned a grogas enno hag a vruzunas o holl eskern.

Ver Capítulo Copiar




Daniel 6:24
13 Referencias Cruzadas  

Met ne lakaas ket d'ar marv mibien ar servijerien, evel ma'z eo skrivet e levr lezenn Moizez, e-lec'h m'en deus roet an AOTROU ar gourc'hemenn-mañ: Ne vo ket lakaet d'ar marv an tadoù evit o mibien, ha ne vo ket lakaet d'ar marv ar vibien evit o zadoù, met lakaet e vo da vervel pep hini evit e bec'hed.


Hag e krougjont Haman ouzh ar post en doa prientet evit Mardoke. Hag e voe sioulaet kounnar ar roue.


hag e lazhjont dek mab Haman mab Hammedata, enebour ar Yuzevien. Met ne lakajont ket o daouarn d'ar breizhadeg.


met pa voe deuet Ester dirak ar roue, hemañ a c'hourc'hemennas dre lizheroù ma kouezhfe war benn Haman an irienn fall en doa ijinet a-enep ar Yuzevien, ha ma vefe krouget, eñ hag e vibien, ouzh ar post.


Rak diavaezidi a zo savet a-enep din, tud taer a glask va buhez. N'o deus ket lakaet Doue dirak o daoulagad.  Ehan


An den reizh a zo dieubet eus an estrenvan, met an hini drouk a gouezh en e lec'h.


Ar falstest ne chomo ket digastiz, hag an hini a lavar gevier a yelo da goll.


Soñjal a raen betek ar beure: evel ul leon, bruzunañ a raio va eskern; diouzh ar mintin d'an noz ez po va lamet kuit.


Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: N'hoc'h eus ket sentet ouzhin oc'h embann ar frankiz, pep hini evit e vreur, pep hini evit e nesañ. Setu ec'h embannan en hoc'h enep, eme an AOTROU, frankiz ar c'hleze, ar vosenn hag an naonegezh. Hag ho lakain da vezañ un euzh dre holl rouantelezhioù an douar.


Evel ma oa urzh ar roue strizh, ha ma oa ar fornez entanet dreistordinal, ar flammoù-tan a lazhas an dud o doa taolet enni Shadrak, Meshak hag Abed-Nego.


Ne vo ket lakaet d'ar marv an tadoù evit ar vibien, ha ne vo ket lakaet d'ar marv ar vibien evit an tadoù; lakaet e vo d'ar marv pep hini evit e bec'hed.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos