Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Daniel 6:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

25 Neuze ar roue Dariuz a skrivas d'an holl bobloù, broadoù ha yezhoù, a oa o chom war an douar holl: Ra vo kresket ar peoc'h ganeoc'h!

Ver Capítulo Copiar




Daniel 6:25
14 Referencias Cruzadas  

Ar roue a gasas ar respont-mañ da Rehum ar pennrener, da Shimshai ar sekretour, ha d'o c'henseurted all a zo o chom e Samaria hag en tu-mañ d'ar stêr: Peoc'h ganeoc'h, hag all...


D'an trizekvet deiz eus ar miz kentañ e voe galvet skriverien ar roue, hag e voe skrivet ar pezh en doa gourc'hemennet Haman da ofiserien ar roue, da c'houarnourien pep proviñs, da briñsed pep pobl, da bep proviñs hervez e zoare da skrivañ ha da bep pobl hervez e yezh. Kement-se a voe skrivet en anv ar roue Asueruz, ha siellet gant gwalenn ar roue.


Hag e krougjont Haman ouzh ar post en doa prientet evit Mardoke. Hag e voe sioulaet kounnar ar roue.


Kerkent, d'an trede deiz warn-ugent eus an trede miz, a zo miz Sivan, skriverien ar roue a voe galvet. Hag e voe skrivet d'ar Yuzevien kement a c'hourc'hemennas Mardoke, da ofiserien, da c'houarnourien ha da briñsed ar proviñsoù a oa adalek India betek Etiopia, kant seizh proviñs warn-ugent, da bep proviñs hervez e zoare da skrivañ ha da bep pobl hervez e yezh, ha d'ar Yuzevien hervez o doare da skrivañ hag hervez o yezh.


Setu, emañ an hini drouk o labourat evit genel an direizhder, koñsevet en deus tabut, degaset en deus nemet ar gaou,


Ar broadoù a zo kouezhet er poull o doa graet, o zroad a zo bet tapet er roued o doa kuzhet.


An den reizh a zo dieubet eus an estrenvan, met an hini drouk a gouezh en e lec'h.


Hag un embanner a grias a vouezh uhel: Gourc'hemennet eo deoc'h, pobloù, broadoù, yezhoù,


Ar roue Nebukadnezar d'an holl bobloù, broadoù, yezhoù, a zo o chom war an douar holl: Ra vo kresket ar peoc'h ganeoc'h!


neuze e reot dezhañ evel ma felle dezhañ ober d'e vreur. Evel-se e vo lamet an droug diouzh da greiz.


dibabet hervez ragouiziegezh Doue an Tad, evit bezañ santelaet gant ar Spered, evit sentiñ ouzh Jezuz-Krist ha kaout lod e sparfadur e wad: Ra vo ar c’hras hag ar peoc’h kresket deoc’h!


Ra vo kresket ar c’hras hag ar peoc’h ennoc’h dre anaoudegezh Doue hag hon Aotrou Jezuz!


Ra gresko ennoc’h an drugarez, ar peoc’h hag ar garantez!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos