Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ester 9:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Hag ar roue a urzhias ober evel-se. An urzh a voe embannet e Suza, ha dek mab Haman a voe lakaet a-ispilh.

Ver Capítulo Copiar




Ester 9:14
9 Referencias Cruzadas  

Eus va ferzh eo roet urzh ez aio ganit an holl re eus pobl Israel em rouantelezh, hec'h aberzhourien hag he Levited, o devo c'hoant da vont da Jeruzalem,


Hag e krougjont Haman ouzh ar post en doa prientet evit Mardoke. Hag e voe sioulaet kounnar ar roue.


Hag Harbona, unan eus ar spazhidi, a lavaras dirak ar roue: Setu, ar post-kroug en deus graet Haman evit Mardoke, an hini en deus komzet evit mad ar roue, a zo savet e ti Haman, uhel a hanter-kant ilinad. Ar roue a lavaras: Ra vo krouget eno.


Ester a lavaras: Mar kav mat ar roue, ra vo aotreet warc'hoazh adarre d'ar Yuzevien a zo e Suza ober hervez an urzh a hiziv, ha ra vo lakaet a-ispilh ouzh ar post dek mab Haman.


Ar Yuzevien a oa e Suza en em zastumas c'hoazh d'ar pevarzekvet deiz eus miz Adar, hag e lazhjont e Suza tri c'hant den. Met ne lakajont ket o daouarn d'ar breizhadeg.


Diskaret eo ar re zrouk, n'emaint ken, met ti ar re reizh en em zalc'ho.


P'en defe bet un den kant bugel, hag en defe bevet niver a vloavezhioù, ha ma vefe liesaet deizioù e vloavezhioù, ma n'en deus ket bet e ene e walc'h a vadoù, ma n'en deus ket bet ur bez evitañ, me a lavar eo gwelloc'h ur sioc'han egetañ.


Gwelout a reas Amalek, hag ec'h embannas e ziougan o lavarout: E-touez ar broadoù Amalaek eo an hini gentañ, met en dazont ez aio da goll.


Krist en deus hon dasprenet eus mallozh al lezenn, o vezañ bet graet mallozh evidomp, rak skrivet eo: Milliget eo kement hini a zo krouget ouzh ar c’hoad,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos