Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ester 9:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Ester a lavaras: Mar kav mat ar roue, ra vo aotreet warc'hoazh adarre d'ar Yuzevien a zo e Suza ober hervez an urzh a hiziv, ha ra vo lakaet a-ispilh ouzh ar post dek mab Haman.

Ver Capítulo Copiar




Ester 9:13
7 Referencias Cruzadas  

ra vo roet deomp seizh den eus e vibien, hag o c'hrougimp dirak an AOTROU war grec'hienn Saül, an hini dibabet gant an AOTROU. Ar roue a lavaras: Me o roio.


Hag e roas anezho etre daouarn ar C'habaoniz, hag e voent krouget ganto war ar menez dirak an AOTROU. Ar seizh-se a voe lazhet a-gevret; lakaet e voent d'ar marv en deizioù kentañ an eost, e penn-kentañ eost an heiz.


Al lizheroù a aotree ar Yuzevien a oa e pep kêr d'en em zastum hag d'en em zerc'hel evit difenn o buhez, da zistrujañ, lazhañ ha kas da get pep galloud a bobl hag a broviñs o gwaskfe hag a breizhfe o madoù, kenkoulz ar vugale hag ar vaouezed,


Hag ar roue a urzhias ober evel-se. An urzh a voe embannet e Suza, ha dek mab Haman a voe lakaet a-ispilh.


Ar Yuzevien a oa e Suza en em zastumas c'hoazh d'ar pevarzekvet deiz eus miz Adar, hag e lazhjont e Suza tri c'hant den. Met ne lakajont ket o daouarn d'ar breizhadeg.


Krist en deus hon dasprenet eus mallozh al lezenn, o vezañ bet graet mallozh evidomp, rak skrivet eo: Milliget eo kement hini a zo krouget ouzh ar c’hoad,


e gorf marv ne dremeno ket an nozvezh ouzh ar c'hoad, met sebeliañ a ri anezhañ an deiz-se, rak ur vallozh eus Doue eo kement hini a zo krouget, ha ne saotro ket ar vro en devo an AOTROU da Zoue roet dit evel hêrezh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos