Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ester 5:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Zeresh e wreg, hag e holl vignoned, a lavaras: Ra vo graet ur post-kroug uhel a hanter-kant ilinad, ha warc'hoazh beure lavar d'ar roue ma vo krouget Mardoke eno, ha kae laouen d'ar fest gant ar roue. An dra-se a blijas da Haman, hag e reas ober ar post-kroug.

Ver Capítulo Copiar




Ester 5:14
22 Referencias Cruzadas  

Akitofel a lavaras da Absalom: Kae etrezek serc'hed da dad, en deus lezet evit diwall an ti. Pa ouezo holl Israel ez out en em lakaet kasaus da'z tad, daouarn an holl re a zo ganit a vo kennerzhet.


Ne voe bet den ebet evel Akab, a voe en em werzhet d'ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, bountet gant Jezabel e wreg,


Neuze Jezabel e wreg a lavaras dezhañ: Ha te eo bremañ an hini a ren war Israel? Sav, debr ha ra laouenaio da galon! Me a roio dit gwinienn Nabod eus Jizreel.


Ar roue a lavaras: Piv a zo el leurenn? Haman a oa deuet e leurenn an diavaez eus ti ar roue, evit lavarout d'ar roue krougañ Mardoke d'ar post-kroug en doa prientet evitañ.


Ar re zrouk o deus tennet ar c'hleze ha stegnet o gwareg, evit diskar ar paour hag an ezhommeg, evit lazhañ ar re a gerzh war an hent eeun.


An den drouk a spi an den reizh, hag a glask e lakaat d'ar marv.


evit ma embannin da holl veuleudioù ouzh dorioù merc'h Sion, ha ma laouenain ez silvidigezh.


met int a sav antelloù a-enep o gwad o-unan, hag e stegnont gripedoù d'o ene.


rak ne gouskont ket ma n'o deus ket graet un droug bennak, hag o c'housk a zo lamet diouto ma n'o deus ket lakaet unan bennak da gouezhañ,


ha, daoust ma’c’h anavezont urzh Doue a varn dellezek a varv ar re a ra ar seurt traoù-se, n’int ket hepken ouzh o ober, met ouzhpenn ec’h asantont d’ar re o gra.


skañv eo o zreid da skuilhañ ar gwad,


Tud an douar en em laouenaio diwar o fenn hag en em roio d’al levenez, hag e kasint profoù an eil d’egile abalamour m’o devo an daou brofed-se trubuilhet tud an douar.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos