hag a lavaras: Ur goulenn bihan am eus d'ober diganit, na zistro ket diouzh va dremm. Ar roue a respontas: Gra, va mamm, rak ne zistroin ket diouzh da zremm.
Ester 5:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar roue a lavaras dezhi: Petra a zo ganit, rouanez Ester, petra a c'houlennez? Ha pa vefe an hanter eus ar rouantelezh, roet e vo dit. |
hag a lavaras: Ur goulenn bihan am eus d'ober diganit, na zistro ket diouzh va dremm. Ar roue a respontas: Gra, va mamm, rak ne zistroin ket diouzh da zremm.
E Gabaon, an AOTROU en em ziskouezas en un huñvre da Salomon e-pad an noz, ha Doue a lavaras dezhañ: Goulenn ar pezh a roin dit.
Ester a respontas: Mar kav mat ar roue, ra zeuio ar roue gant Haman hiziv d'ar fest am eus aozet evitañ.
Ar roue a lavaras da Ester, e-pad ma veze evet ar gwin: Petra a c'houlennez? Roet e vo dit. Petra eo da c'hoant? Ha pa vefe an hanter eus ar rouantelezh, roet e vo dit.
Hag en eil deiz-se, ar roue a lavaras c'hoazh da Ester, e-pad ma veze evet ar gwin: Petra a c'houlennez rouanez Ester? Roet e vo dit. Petra eo da c'hoant? Ha pa vefe an hanter eus ar rouantelezh, roet e vo dit.
Hag ar roue a lavaras d'ar rouanez Ester: E Suza ar gêrbenn, ar Yuzevien o deus lazhet hag lakaet da varv pemp kant den ha dek mab Haman. Petra o devo graet en nemorant eus proviñsoù ar roue? Petra a c'houlennez? Roet e vo dit. Petra eo da c'hoant c'hoazh? Graet e vo dit.
Ha gant le e lavaras: Kement a c’houlenni a roin dit, betek an hanter eus va rouantelezh.
Ar c’habiten, o kregiñ e zorn hag o vezañ aet gantañ a-du, a c’houlennas digantañ: Petra ac’h eus da zisklêriañ din?