Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ester 5:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Ester a respontas: Mar kav mat ar roue, ra zeuio ar roue gant Haman hiziv d'ar fest am eus aozet evitañ.

Ver Capítulo Copiar




Ester 5:4
10 Referencias Cruzadas  

Neuze e lavaras: Servij ac'hanon evit ma tebrin eus jiber va mab ha ma vennigo va ene ac'hanout. Hag e servijas anezhañ, hag e tebras. Degas a reas dezhañ ivez gwin, hag ec'h evas.


Lavarout a reot: Setu, da servijer Jakob a zeu war hol lerc'h. Rak lavarout a rae: Dousaat a rin anezhañ gant ar prof a ya dirazon, ha goude-se e welin e zremm, marteze e tegemero ac'hanon en un doare trugarezus.


Vasti, ar rouanez, a reas ivez ur fest evit ar gwragez, e palez ar roue Asueruz.


Ar rederien a hastas buan war c'hourc'hemenn ar roue, hag an urzh a voe ivez embannet e Suza ar gêrbenn. E-pad ma oa ar roue hag Haman azezet da evañ, kêr Suza a oa mantret.


Ar roue a lavaras dezhi: Petra a zo ganit, rouanez Ester, petra a c'houlennez? Ha pa vefe an hanter eus ar rouantelezh, roet e vo dit.


Hag ar roue a lavaras: Galvit buan Haman, evit ober ar pezh he deus lavaret Ester. Hag e teuas ar roue gant Haman d'ar fest he doa aozet Ester.


Mar em eus kavet gras dirak ar roue, ha mar kav mat ar roue reiñ din va goulenn hag ober hervez va c'hoant, ra zeuio ar roue gant Haman d'ar fest a aozin evito, ha warc'hoazh e rin hervez ar pezh en deus lavaret ar roue.


Eürus an den a zo truezus hag a brest, seven a ra e oberoù hervez ar reizhder!


An amoed a ro da anavezout kement en deus en e soñjoù, met ar fur en moug hag en dalc'h.


Breudeur, na vezit ket bugale er pezh a sell ouzh ho prederioù, met bezit bugale vihan e-keñver an droug hag, e-keñver ho prederioù, bezit tud c’hraet.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos