Neuze, Abram o vezañ en oad a naontek vloaz ha pevar-ugent, an AOTROU en em ziskouezas da Abram hag a lavaras: Me eo an Doue holl-c'halloudek, kerzh dirak va dremm ha bez didamall.
Efeziz 4:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pediñ a ran eta ac’hanoc’h, me prizoniad en Aotrou, d’en em ren en un doare dellezek eus ar c’halvidigezh ez oc’h bet galvet drezañ, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag‐se, me, prizonier an Aotrou, a bed ac’hanoc’h da heuil eur vuez dign euz ar vocation dre behini oc’h bet galvet, |
Neuze, Abram o vezañ en oad a naontek vloaz ha pevar-ugent, an AOTROU en em ziskouezas da Abram hag a lavaras: Me eo an Doue holl-c'halloudek, kerzh dirak va dremm ha bez didamall.
Jeremiaz a lavaras: Ne vi ket lakaet etre o daouarn. Selaou mouezh an AOTROU er pezh a lavaran dit, hag ez aio mat an traoù ganit, hag e vevo da ene.
Koulskoude an Ilizoù a oa e peoc’h en holl Judea, Galilea ha Samaria, o vezañ kreñvaet ha o kerzhout e doujañs an Aotrou. Kreskiñ a raent dre sikour ar Spered-Santel.
Ho pediñ a ran eta, breudeur, dre drugarez Doue, da ginnig ho korfoù en aberzh bev, santel, plijus da Zoue, ar pezh a zo ul lid dereat eus ho perzh.
Me Paol, a bed ac’hanoc’h, dre zouster ha madelezh Krist, me hag a zo uvel dirazoc’h met leun a hardizhegezh en ho keñver pa’z on pell diouzhoc’h,
Kannaded evit Krist emaomp eta, evel ma vefe Doue oc’h aspediñ drezomp. Ho pediñ a reomp start en anv Krist, bezit adunvanet gant Doue!
Pa’z eo gwir eta e labouromp asambles, e pedomp start ac’hanoc’h na zegemerot ket gras Doue en aner,
Breudeur, me ho ped, bezit eveldon, rak me ivez a zo eveldoc’h. N’hoc’h eus graet gaou ebet ouzhin.
Rak ni a zo e labour, o vezañ bet krouet e Jezuz-Krist evit an oberoù mat en deus Doue kempennet diaraok, evit ma kerzhimp enno.
Setu eta ar pezh a lavaran hag a zisklêrian en Aotrou: N’en em gunduit ket evel en em ren ar baganed all, a heuilh fouge o soñjoù.
Bez’ ez eus ur c’horf hepken hag ur Spered hepken, evel ivez ma’z oc’h bet galvet da un esperañs hepken dre ho kalvidigezh,
kerzhit er garantez, evel m’en deus Krist ivez hor c’haret hag eo en em ginniget e-unan da Zoue evidomp e prof hag en aberzh a c’hwezh vat.
Lakait evezh hepken d’en em ren en un doare dellezek eus Aviel Krist, evit, pe e teuin d’ho kwelout pe e vin ezvezant, ma klevin lavarout ac’hanoc’h e talc’hit start en un hevelep spered da stourm gant un hevelep ene evit feiz an Aviel,
en hevelep doare ma en em renit en un doare dellezek eus an Aotrou, evit plijout dezhañ en holl draoù, o tougen frouezh e pep seurt oberoù mat hag o kreskiñ en anaoudegezh Doue,
Epafraz hag a zo eus ho touez a salud ac’hanoc’h. Ur servijer eus Krist eo, ne baouez ket da stourm evidoc’h en e bedennoù, evit ma viot peurvat ha peurc’hraet en holl volontez Doue.
evit m’en em renit en un doare dellezek eus Doue a c’halv ac’hanoc’h d’e rouantelezh ha d’e c’hloar.
Dre-se ivez e pedomp dalc’hmat evidoc’h, evit ma kavo hon Doue ac’hanoc’h dellezek eus ho kalvidigezh ha ma peurc’hraio gant galloud holl soñjoù hegarat e vadelezh hag oberenn ar feiz,
en deus hor salvet hag hor galvet dre ur c’halvedigezh santel, nann hervez hon oberoù, met hervez e ziviz e-unan hag hervez e c’hras a zo bet roet deomp e Jezuz-Krist a-raok an amzerioù peurbadus,
da laerezh netra, met da ziskouez ur fealded leun, evit lakaat da enoriñ en holl draoù kelennadurezh Doue hor Salver.
a rento ac’hanoc’h peurc’hraet e pep ober mat, evit ma reot e volontez, oc’h ober e-unan ennoc’h ar pezh a gav mat, dre Jezuz-Krist, ra vo ar gloar dezhañ e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.
Rak-se, breudeur santel o deus lod er c’halvidigezh neñvel, eveshait ouzh an abostol hag ar beleg-meur eus ar feiz a anzavomp, Jezuz-Krist,
Re garet-mat, ho pediñ a ran evel diavaezidi ha beajourien d’en em virout diouzh an droukc’hoantoù kigel a ra brezel ouzh an ene,
hep rentañ droug evit droug na dismegañs evit dismegañs, o vennigañ er c’hontrol, o c’houzout ez oc’h galvet da gement-se evit m’ho po ar vennozh da hêrezh.
Hag an Doue a bep gras, en deus hor galvet d’e c’hloar peurbadus e Jezuz-Krist, goude ma ho po gouzañvet un nebeudig, ho klokaio, ho kreñvaio, ho nerzho, ho lakaio da vezañ divrall.
E c’halloud doueel en deus roet deomp kement a sell ouzh ar vuhez hag ouzh doujañs-Doue, dre anaoudegezh an hini en deus hor galvet dre e c’hloar hag e vertuz.
Ha bremañ, Itron, e pedan ac’hanout, nann evel ma skrivfen dit ur gourc’hemenn nevez met an hini hon eus bet adalek ar penn-kentañ, ma en em garimp an eil egile.