Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Efeziz 3:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Abalamour da-se, me Paol a zo prizoniad Jezuz-Krist evidoc’h-c’hwi ar baganed,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Abalamour da ze, me, Paol, a zo prizonier Jesus‐Christ evidoc’h‐hu, Jentiled;

Ver Capítulo Copiar




Efeziz 3:1
30 Referencias Cruzadas  

Met a-raok an holl draoù-se, e lakaint o daouarn warnoc’h hag e wallgasint ac’hanoc’h, ho kasint er sinagogennoù hag ho lakaint er prizon, ho kasint dirak rouaned ha dirak gouarnourien abalamour da’m anv.


Neuze ar c’habiten a dostaas, a grogas ennañ hag a c’hourc’hemennas e eren gant div chadenn. Goulenn a reas piv e oa ha petra en doa graet.


O vezañ e gemeret, e gasas d’ar c’habiten hag e lavaras: Ar prizoniad Paol, o vezañ va galvet, en deus goulennet da zegas dit an den yaouank-mañ, en deus un dra bennak da lavarout dit.


Paol a lavaras dezhañ: Pediñ a ran Doue ma viot koulz pe goulz, nann te hepken, met c’hoazh ar re holl a selaou ac’hanon hiziv, heñvel ouzhin, nemet er pezh a sell ouzh an ereoù-mañ.


Met an Aotrou a lavaras dezhañ: Kae, rak hennezh a zo ul lestr am eus dibabet evit kas va anv dirak ar broadoù, dirak ar rouaned ha dirak mibien Israel,


Pa’z omp glac’haret, ez eo evit ho frealz hag ho silvidigezh, a zo kaset da benn dre ar basianted da c’houzañv an hevelep poanioù hag ar re a c’houzañvomp ni ivez. Pa’z omp frealzet, ez eo evit ho frealz hag ho silvidigezh.


Me Paol, a bed ac’hanoc’h, dre zouster ha madelezh Krist, me hag a zo uvel dirazoc’h met leun a hardizhegezh en ho keñver pa’z on pell diouzhoc’h,


Ha ministred Krist int? Komz a ran gant follentez, bez’ on muioc’h c’hoazh, kalz muioc’h el labourioù, kalz muioc’h er goulioù, muioc’h er prizonioù, alies e riskl ar marv,


Evidon-me, breudeur, mar prezegan an amdroc’h, perak ez on c’hoazh heskinet? Neuze ar maen-kouezh eus ar groaz a vefe aet da netra.


Setu, me Paol, a lavar deoc’h penaos mar en em lakait da vezañ amdroc’het, Krist ne servijo da netra deoc’h.


Ar re a zo da Grist o deus kroazstaget ar c’hig gant e youloù drouk hag e c’hoantegezhioù.


hervez ar soñj graet gantañ a bep amzer, en deus oberiet e Krist Jezuz hon Aotrou,


Dre-se eo e c’houlennan diganeoc’h na gollot ket kalon abalamour d’ar poanioù a c’houzañvan evidoc’h, ar pezh a ra ho kloar.


Ar c’hras-se a zo bet roet din-me, an disterañ eus an holl sent, evit prezeg e-touez ar baganed pinvidigezhioù digomprenus Krist


Pediñ a ran eta ac’hanoc’h, me prizoniad en Aotrou, d’en em ren en un doare dellezek eus ar c’halvidigezh ez oc’h bet galvet drezañ,


ma’z on ar c’hannad anezhañ er chadennoù, hag evit ma komzin anezhañ gant hardizhegezh evel ma tlean henn ober.


Reizh eo em befe ar menozioù-se ac’hanoc’h holl, rak me am eus ac’hanoc’h holl em c’halon, c’hwi kenlodeien ganin er c’hras, hag em ereoù hag e difenn an Aviel hag o startaat anezhañ.


En em laouenaat a ran bremañ em poanioù evidoc’h, hag e peurechuan em c’hig da c’houzañv an dilerc’h eus poanioù Krist evit e gorf hag a zo an Iliz,


Me Paol, a salud ac’hanoc’h eus va dorn va-unan. Ho pet soñj eus va ereoù. Ar c’hras ra vo ganeoc’h! Amen.


Pedit evidomp ivez, evit ma tigoro Doue deomp un nor evit ar ger, da brezeg mister Krist eo abalamour dezhañ ez on er chadennoù,


Ra raio an Aotrou trugarez da diegezh Onezifor, rak alies en deus va frealzet ha n’en deus ket bet mezh eus va chadennoù,


Na’z pez ket mezh eta eus testeni hon Aotrou, nag ac’hanon e brizoniad, met gouzañv poan ganin evit an Aviel dre c’halloud Doue,


Paol, prizoniad Jezuz-Krist, ha Timote hor breur, da Filemon, hor c’haret-mat hag hor c’henlabourer,


Epafraz, va c’henbrizoniad e Jezuz-Krist,


koulskoude e pedan kentoc’h ac’hanout en anv ar garantez, o vezañ ar pezh ez on, Paol koshaet, ha bremañ zoken prizoniad Jezuz-Krist,


Na’z pez ket aon rak netra eus an traoù az po da c’houzañv. Setu, an diaoul a ya da deurel hiniennoù ac’hanoc’h er prizon evit ma viot amprouet, hag ho po un trubuilh e-pad dek devezh. Bez feal betek ar marv, hag e roin dit ar gurunenn a vuhez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos