Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Efeziz 3:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 mar hoc’h eus klevet petra eo roidigezh gras Doue a zo bet roet din evidoc’h,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 mar hoc’h euz en gwirionez klevet petra eo ar garg a zo bet roet d’in, da zispans evidoc’h ar c’hras a Zoue;

Ver Capítulo Copiar




Efeziz 3:2
27 Referencias Cruzadas  

E-pad ma oant o servijañ an Aotrou hag o yunañ, ar Spered-Santel a lavaras: Lakait a-du evidon Barnabaz ha Saol evit al labour am eus o galvet da gas da benn.


Met Paol ha Barnabaz a lavaras dezho gant hardizhegezh: Deoc’h-c’hwi e oa ret da gentañ reiñ da anavezout ger Doue, met, pa daolit anezhañ kuit hag en em varnit hoc’h-unan dizellezek eus ar vuhez peurbadus, setu, ni en em dro war-zu ar baganed.


Hag e lavaras din: Kae, rak da gas a rin pell bras etrezek ar broadoù.


Met an Aotrou a lavaras dezhañ: Kae, rak hennezh a zo ul lestr am eus dibabet evit kas va anv dirak ar broadoù, dirak ar rouaned ha dirak mibien Israel,


hon eus resevet drezañ ar c’hras hag an abostolerezh evit degas d’ar sentidigezh ouzh ar feiz en e anv an holl baganed,


Me a lavar deoc’h-c’hwi, paganed: O vezañ abostol ar baganed, e roan gloar da’m ministrerezh,


Gant ar c’hras a zo bet roet din, e lavaran da bep hini ac’hanoc’h n’en devo ket anezhañ e-unan ur meno brasoc’h eget ma’z eo ret, met m’en devo santadoù izel, hervez ar muzul a feiz en deus Doue roet da bep hini.


Ra vimp sellet gant pep hini evel servijerien Krist ha merourien misterioù Doue.


Klevet hoc’h eus penaos e oa gwechall va c’hundu er yuzeverezh, gant pegement a nerzh e heskinen Iliz Doue hag e wasten anezhi,


penaos, e roidigezh oberiañs an amzerioù, e tastumje an holl draoù e Krist, kement ar pezh a zo en neñvoù evel ar pezh a zo war an douar.


graet on bet ministr anezhañ dre zonezon gras Doue a zo bet roet din dre nerzh e c’halloud.


Ar c’hras-se a zo bet roet din-me, an disterañ eus an holl sent, evit prezeg e-touez ar baganed pinvidigezhioù digomprenus Krist


hag evit lakaat gwelus dirak an holl roidigezh ar mister kuzhet a bep amzer e Doue en deus krouet an holl draoù dre Jezuz-Krist,


da vihanañ mar hoc’h eus selaouet anezhañ ha mar d-oc’h bet, hervez ar wirionez a zo e Jezuz, desket ennañ


Met ar c’hras a zo roet da bep hini ac’hanomp, hervez muzul donezon Krist.


o vezañ klevet diwar-benn ho feiz e Jezuz-Krist hag ho karantez evit an holl sent,


a zo deuet en ho touez evel er bed holl, e-lec’h ma ro frouezh, evel ivez en ho touez abaoe an deiz ma hoc’h eus klevet hag hoc’h eus anavezet gras Doue er wirionez.


hervez Aviel glorius an Doue benniget, Aviel a zo bet fiziet ennon.


ha n’en em stagjent ket ouzh mojennoù hag ouzh lignezoù diziwezh, a c’han tabutoù kentoc’h eget oberenn Doue er feiz.


ez on bet lakaet evitañ, ar wirionez a lavaran e Krist ha ne lavaran ket ur gaou, da brezegour, da abostol ha da zoktor ar baganed er feiz hag er wirionez.


ez on bet lakaet evitañ da brezeger, da abostol ha da zoktor ar baganed.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos