22 ennañ ivez ez oc’h savet asambles evit bezañ ur chomlec’h da Zoue er Spered.
Ha n’ouzoc’h ket ez oc’h templ Doue hag emañ Spered Doue o chom ennoc’h?
Rak ni a zo oberourien gant Doue. C’hwi eo park Doue, an ti a sav Doue.
Ha n’ouzoc’h ket ez eo ho korf templ ar Spered-Santel a zo ennoc’h, hag a zo bet roet deoc’h gant Doue? N’oc’h ket deoc’h hoc’h-unan,
Peseurt unvaniezh a zo etre templ Doue hag an idoloù? Rak c’hwi eo templ an Doue bev, evel m’en deus Doue lavaret: Chom a rin enno, hag e kerzhin en o zouez, me a vo o Doue hag int a vo va fobl.
evit ma chomo Krist en ho kalonoù dre ar feiz, hag evel-se, gwriziennet ha diazezet er garantez,
An den a vir e c’hourc’hemennoù a chom ennañ ha eñ en den-se. Ha dre gement-mañ eo ec’h ouzomp e chom ennomp: dre ar Spered en deus roet deomp.
E kement-mañ ec’h ouzomp e chomomp ennañ hag eñ ennomp: o vezañ ma en deus roet deomp eus e Spered.
Ni hon eus anavezet ha kredet er garantez en deus Doue evidomp. Doue a zo karantez, hag an hini a chom er garantez a chom e Doue ha Doue ennañ.