Me a baeo o daspren eus galloud lec'h ar marv, me o daspreno eus ar marv. O marv, pelec'h emañ da vosennoù? Lec'h ar marv, pelec'h emañ da zistruj? Ar geuzidigezh a zo kuzhet ouzh va daoulagad.
Hag ar re en deus raktonket, en deus ivez o galvet. Hag ar re en deus galvet, en deus ivez o reishaet. Hag ar re en deus reishaet, en deus ivez roet gloar dezho.
Eveshait, breudeur, penaos en ho touez c’hwi hag a zo bet galvet, n’eus ket kalz a dud fur hervez ar c’hig, na kalz a dud galloudek, na kalz a dud nobl.
ha ma sklaerio daoulagad ho klevidigezh, evit ma’c’h anavezot pehini eo an esperañs oc’h galvet dezhi, pere eo ar pinvidigezhioù eus gloar e hêrezh er sent,
Dre-se ivez e pedomp dalc’hmat evidoc’h, evit ma kavo hon Doue ac’hanoc’h dellezek eus ho kalvidigezh ha ma peurc’hraio gant galloud holl soñjoù hegarat e vadelezh hag oberenn ar feiz,
en deus hor salvet hag hor galvet dre ur c’halvedigezh santel, nann hervez hon oberoù, met hervez e ziviz e-unan hag hervez e c’hras a zo bet roet deomp e Jezuz-Krist a-raok an amzerioù peurbadus,
rak ar re all a zo bet lakaet beleien hep le, met hemañ a zo bet lakaet en e garg gant al le eus an hini en deus lavaret dezhañ: An Aotrou en deus touet ha n’en em dislavaro ket, te a zo beleg da viken hervez urzh Melkizedek.