Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Galated 4:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Breudeur, me ho ped, bezit eveldon, rak me ivez a zo eveldoc’h. N’hoc’h eus graet gaou ebet ouzhin.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

12 Breudeur, me ho ped, bezit evel‐d’oun, rag me ive a zo eveldoc’h. N’hoc’h euz great gaou e‐bed ouzin;

Ver Capítulo Copiar




Galated 4:12
13 Referencias Cruzadas  

Ne roimp ket ar pezh a c'houlennit diouzhimp, nemet e teufec'h da vezañ heñvel ouzhimp oc'h amdroc'hañ pep par en ho touez.


Hag e lavaras da Jozafad: Hag e teui ganin d'ar brezel a-enep Ramod-Galaad? Jozafad a respontas da roue Israel: Me eveldout, va fobl evel da bobl, va c'hezeg evel da gezeg.


Klevet o deus penaos e kelennez d’an holl Yuzevien a zo e-touez ar baganed kuitaat Moizez, o lavarout dezho na dleont ket amdroc’hañ o bugale na derc’hel ar gizioù.


Mar en deus graet unan bennak lec’h d’an dristidigezh, n’eo ket me hepken en deus glac’haret met c’hwi holl, da vihanañ evit lod, evit na lavarfen ket re.


Hor genoù hon eus digoret evidoc’h, Korintiz, hor c’halon a zo en em ledanaet.


Bremañ en distro, komz a ran deoc’h evel da’m bugale, en em frankait hoc’h-unan ivez.


Pa welis ne gerzhent ket eeun hervez wirionez an Aviel, e lavaris da Bêr dirazo holl: Te a zo ur Yuzev, mar bevez evel ar baganed ha nann evel ar Yuzevien, perak e rediez ar baganed da vevañ evel ar Yuzevien?


Aon am eus evidoc’h ne’m befe labouret en aner en ho keñver.


Gouzout a rit penaos em eus prezeget deoc’h diaraok an Aviel e poanioù ar c’hig,


Met pell diouzhin ar soñj da gavout gloar e netra all nemet e kroaz hon Aotrou Jezuz-Krist. Drezañ ar bed a zo bet kroazstaget evidon, evel ma’z on bet va-unan evit ar bed.


Breudeur, ra vo gras hon Aotrou Jezuz-Krist gant ho spered! Amen.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos