Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Galated 4:12 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

12 Breudeur, me ho ped, bezit evel‐d’oun, rag me ive a zo eveldoc’h. N’hoc’h euz great gaou e‐bed ouzin;

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Breudeur, me ho ped, bezit eveldon, rak me ivez a zo eveldoc’h. N’hoc’h eus graet gaou ebet ouzhin.

Ver Capítulo Copiar




Galated 4:12
13 Referencias Cruzadas  

Hogen, klevet ho deuz divar da ben penaos e teskez an holl Judevien a zo e‐touez ar Jentiled, da zilezel Moises, en eur lavaret dezhe na dleont ket circoncisa ho bugale, nag heuil ar c’hiziou.


Mar hen deuz unan‐benag roet tristidigez, n’e ket me va‐unan hen deuz glac’haret, mes c’houi holl, da vihana en eun doare‐benag, rag ne fell ket d’in lavaret en tu‐all d’ar wirionez.


O Corintied, abalamour deoc’h eo hon euz digoret hor genou! Deuet eo hor c’halon da veza frankoc’h.


Hogen, evit ober d’in evel ma ran deoc’h (komz a ran ouzoc’h evel ouz va bugale), frankait ive ho calon.


Mes, pa veliz penaos ne valeent ket eün hervez gwirionez an Aviel, e liviriz da Ber, dirag an holl: Mar teuez, ha te Judeo, da veva e giz ar Jentiled, ha nann e giz ar Judevien, perag e rez‐te d’ar Jentiled ober evel ma ra ar Judevien?


Aoun em euz evidoc’h, n’em befe labouret en hoc’h andred, ha kollet va foan.


hag anaoud a rit penaos em euz prezeget deoc’h an Aviel araog breman er zempladurez euz ar c’hig;


Evidoun‐me, gras ma na c’hoarvezo biken ganen d’en em c’hlorifia, nemed e croaz hon Aotrou Jesus‐Christ, dre behini ez eo crucifiet ar bed evidoun, ha me ive d’ar bed.


Breudeur, ra vezo gras hon Aotrou Jesus‐Christ gant ho spered! Amen.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos