Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Timote 1:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 en deus hor salvet hag hor galvet dre ur c’halvedigezh santel, nann hervez hon oberoù, met hervez e ziviz e-unan hag hervez e c’hras a zo bet roet deomp e Jezuz-Krist a-raok an amzerioù peurbadus,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

9 pehini hen deuz hor zaveteet, hag hor galvet dre eur c’halvedigez zantel, nann hervez hon oberou, mes hervez he volontez he‐unan, hag ar c’hras a zo bet roet deomp en Jesus‐Christ araog an holl amzeriou,

Ver Capítulo Copiar




2 Timote 1:9
41 Referencias Cruzadas  

hag e c’hano ur mab, hag e roi dezhañ Jezuz da anv, rak eñ a saveteo e bobl eus e bec’hedoù.


En eur-se, Jezuz a dridas gant levenez er Spered-Santel hag a lavaras: Da veuliñ a ran, Tad, Aotrou an neñv hag an douar, ma ec’h eus kuzhet an traoù-se ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek, ha ma ec’h eus o disklêriet d’ar vugale. Ya, Tad, kement-se a zo evel-se dre ma ec’h eus e gavet mat.


Tad, me a c’hoanta e vo ganin ar re ac’h eus roet din, e-lec’h ma’z on, evit ma welint ar gloar ac’h eus roet din, rak va c’haret ec’h eus a-raok krouidigezh ar bed.


Pediñ a ran evito. Ne bedan ket evit ar bed, met evit ar re ac’h eus roet din, abalamour ma’z int dit.


Kement a roio an Tad din a zeuio da’m c’havout, ha ne lakain ket er-maez an hini a zeuio da’m c’havout,


E holl oberoù a zo anavezet gant Doue a bep amzer.


o veuliñ Doue hag o vezañ dudius d’an holl bobl. An Aotrou a greske bemdez an Iliz gant an dud a oa salvet.


o klask hegasiñ, mar gellan, gwarizi ar re eus va c’hig ha salviñ hiniennoù anezho.


rak donezonoù ha galvidigezh Doue a zo didorrus.


D’an hini a c’hell ho nerzhañ hervez va Aviel hag hervez ar pezh a zo bet prezeget gant Jezuz-Krist, a glot gant diskuliadur ar mister kuzhet e-pad meur a gantved,


Rak kig ebet ne vo reishaet dirazañ dre oberoù al lezenn, rak dre al lezenn eo e teu anaoudegezh ar pec’hed.


rak ar vugale ne oant ket ganet c’hoazh ha n’o doa graet na mad na droug, met evit ma chomfe start an diviz a zibab eus Doue nann abalamour d’an oberoù met abalamour d’an hini a c’halv,


en hor c’heñver hag en deus galvet, nann hepken a-douez ar Yuzevien met ivez a-douez ar baganed?


Rak prezeg ar groaz a zo ur follentez evit ar re a ya da goll, met evit ar re a zo salvet, da lavarout eo evidomp, eo galloud Doue.


Ennañ ivez eo ez omp deuet da vezañ heritourien, o vezañ bet raktonket hervez an diviz eus an hini a ra an holl draoù hervez ma tere ouzh e volontez,


o vezañ roet deomp da anavezout mister e volontez, hervez ar soñj mat oberius en doa graet ennañ e-unan,


pa oamp marv en hor pec’hedoù, en deus hon degaset asambles d’ar vuhez e Krist, dre c’hras eo oc’h bet salvet,


hervez ar soñj graet gantañ a bep amzer, en deus oberiet e Krist Jezuz hon Aotrou,


e redan gant gred war-zu ar pal evit priz galvidigezh neñvel Doue e Jezuz-Krist.


Rak Doue n’en deus ket hor galvet d’an dic’hlanded met d’ar santelezh.


Paol, abostol Jezuz-Krist dre c’hourc’hemenn Doue hor Salver hag hon Aotrou Jezuz-Krist hon esperañs,


Paol, abostol Jezuz-Krist dre volontez Doue evit prezeg promesa ar vuhez a zo e Jezuz-Krist,


en esperañs ar vuhez peurbadus he deus Doue prometet a-raok an amzerioù peurbadus, eñ ha ne c’hell ket gaouiadiñ,


Rak-se, breudeur santel o deus lod er c’halvidigezh neñvel, eveshait ouzh an abostol hag ar beleg-meur eus ar feiz a anzavomp, Jezuz-Krist,


raktonket dija a-raok krouidigezh ar bed, met diskuliet en amzerioù diwezhañ abalamour deoc’h,


Met c’hwi a zo ur ouenn dibabet, ur velegiezh roueel, ur vroad santel, ur bobl bet prenet, evit embann vertuzioù an hini en deus ho kalvet eus an deñvalijenn d’e sklêrijenn vurzhudus,


Ar re holl a chom war an douar a azeulo anezhañ, ar re n’eo ket skrivet o anvioù adalek krouidigezh ar bed el levr a vuhez eus an Oan a zo bet lakaet d’ar marv.


Al loen ac’h eus gwelet a zo bet ha n’emañ ken. Dleout a ra sevel eus an donder ha mont er gollidigezh. Ar re a chom war an douar ha n’eo ket bet skrivet o anvioù el levr a vuhez adalek krouidigezh ar bed a vo souezhet o welout al loen, rak bet e oa ha n’emañ ken, petra bennak ma’z emañ c’hoazh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos