Ur stêr a dan a zeue hag en em skuilhe dirazañ. Mil miliad a servije anezhañ ha dekmil dekmiliad en em zalc'he dirazañ. Ar varn a voe diazezet hag al levrioù a voe digoret.
Daniel 7:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Tostaat a ris ouzh unan eus ar re a oa eno, hag e c'houlennis digantañ ar wirionez war an holl draoù-se. Hag e komzas ouzhin, hag e roas din an disklêriadenn anezho. |
Ur stêr a dan a zeue hag en em skuilhe dirazañ. Mil miliad a servije anezhañ ha dekmil dekmiliad en em zalc'he dirazañ. Ar varn a voe diazezet hag al levrioù a voe digoret.
Neuze e teuas tost d'al lec'h ma oan, ha pa voe deuet e voen spontet hag e kouezhis war va dremm. Hag e lavaras din: Kompren, mab an den, rak ar weledigezh a zo evit amzer an diwezh.
Hag e kelennas ac'hanon, e komzas ouzhin hag e lavaras: Daniel, bremañ ez on deuet evit da lakaat fur ha skiantek.
Hag e lavaris d'an ael a gomze ouzhin: Petra eo ar re-se? Hag e lavaras din: Ar re-se eo ar c'herniel o deus stlabezet Juda, Israel ha Jeruzalem.
Ha setu ez eas er-maez an ael a gomze ouzhin, hag un ael all a yeas er-maez d'e gavout,
Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Mar kerzhez em hentoù ha mar mirez ar pezh a fell din e vefe miret, e varni va zi hag e tiwalli va leurioù, hag e roin dit digor frank e-touez ar re-se en em zalc'h amañ.
Unan eus an henaourien a lavaras din: Na ouel ket. Setu, al leon a zo eus meuriad Juda, gwrizienn David, en deus trec’het evit digeriñ al levr ha dieren ar seizh siell anezhañ.