Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Zakaria 3:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Mar kerzhez em hentoù ha mar mirez ar pezh a fell din e vefe miret, e varni va zi hag e tiwalli va leurioù, hag e roin dit digor frank e-touez ar re-se en em zalc'h amañ.

Ver Capítulo Copiar




Zakaria 3:7
30 Referencias Cruzadas  

dre m'en deus sentet Abraham ouzh va mouezh ha miret ar pezh am boa urzhiet dezhañ, va gourc'hemennoù, va reolennoù ha va lezennoù.


Mir kefridi an AOTROU da Zoue, en ur gerzhout war e hentoù, en ur virout e reolennoù, e c'hourc'hemennoù, e varnedigezhioù hag e destenioù, hervez ar pezh a zo skrivet e lezenn Moizez, evit ma ri berzh e kement a ri hag e pep lec'h ma'z i,


Mar kerzhez war va hentoù, o virout va reolennoù ha va gourc'hemennoù evel m'en deus kerzhet warno David da dad, me a gresko da zeizioù.


kemer a raent preder gant teltenn an engalv, gant al lec'h santel, gant mibien Aaron o breudeur, evit servij ti an AOTROU .


Met ar re o devo dastumet a zebro hag a veulo an AOTROU; hag ar re o devo degaset a evo war leurennoù va santual.


N'hoc'h eus ket miret servij va santual, met lakaet hoc'h eus mirerien all evit va servij em santual.


D'an aberzhourien santelaet e vo, da vibien Zadok, ar re o deus miret va servij ha n'o deus ket diheñchet, pa ziheñche mibien Israel evel ma tiheñche al Levited.


Moizez a lavaras da Aaron: Kement-se eo ar pezh en deus disklêriet an AOTROU en ur lavarout: Santelaet e vin dre ar re a dosta ouzhin hag e vo roet gloar din dirak ar bobl. Aaron a davas.


Neuze e chomot seizh devezh, deiz ha noz, ouzh digor teltenn an engalv, hag e virot kefridi an AOTROU evit na varvot ket, rak evel-se eo bet gourc’hemennet din.


Neuze ael an AOTROU a zisklêrias da Jozue:


Hag e lavaras: Int a zo an daou olevad, ar re en em zalc'h dirak AOTROU an douar holl.


Hag ar re a zo pell a zeuio hag a labouro da sevel templ an AOTROU, hag e ouiot ez on bet kaset d'ho kavout gant AOTROU an armeoù. Kement-se a c'hoarvezo mar selaouit gant evezh mouezh an AOTROU ho Toue.


An ael a respontas hag a lavaras din: Bez' int pevar avel an neñvoù, o tont eus al lec'h m'en em zalc'hent dirak Aotrou an douar holl.


Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez penaos, c’hwi hag hoc’h eus va heuliet, en eil c’hinivelezh, pa vo Mab an den azezet war dron e c’hloar, e viot ivez azezet war daouzek tron, hag e varnot daouzek meuriad Israel.


evit ma tebrot ha ma’c’h evot ouzh va zaol em rouantelezh. Bez’ e viot azezet war dronioù o varn daouzek meuriad Israel.


Bez’ ez eus meur a chomlec’h e ti va Zad. Ma ne vefe ket, em bije henn lavaret deoc’h. Mont a ran da gempenn ul lec’h deoc’h.


An hini a drec’ho, me a lakaio anezhañ da azezañ ganin war va zron, evel ma em eus trec’het ha ma’z on azezet gant va Zad war e dron.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos