Dre da zorn, AOTROU, dieub diouzh an dud, diouzh tud ar bed-mañ; o lodenn a zo er vuhez-mañ, leuniañ a rez o c'hof gant da vadoù, o mibien a zo leuniet hag e lezont an nemorant d'o bugale-vihan.
Tostaat a ris ouzh unan eus ar re a oa eno, hag e c'houlennis digantañ ar wirionez war an holl draoù-se. Hag e komzas ouzhin, hag e roas din an disklêriadenn anezho.
Jezuz a respontas: Va rouantelezh n’eo ket eus ar bed-mañ. Mar bije va rouantelezh eus ar bed-mañ, va servijerien a stourmje evit na vijen ket lakaet e daouarn ar Yuzevien, met bremañ va rouantelezh n’eo ket ac’han.
En em zalc’his em sav war draezh ar mor, hag e welis o sevel eus ar mor ul loen en doa seizh penn ha dek korn, war e gerniel dek talgen ha war e bennoù un anv a vallozh.